Ur pennad Little Wellington zo ivez.

Enez Wellington (Isla Wellington e spagnoleg) zo un enezenn vras e Chile, e mervent ar vro, er Meurvor Habask. 5 556 km2 zo dindani ha brasañ enezenn an Enezeg Wellington eo.

Enez Mornington

Etre an douar-bras hag hi emañ kanol Messier, diwar anv ar steredoniour gall Charles Messier (1730-1817).

Stag eo ouzh proviñs Última Esperanza, e Rannvro Magallanes. Ur porzhig zo enni, Puerto Edén.

E-pad 6 000 bloaz e oa poblet an aodoù anezhi gant ar bobl kawésqar, pe alakaluf. E deroù an XXIvet kantved e oa bet kaset ar boblad da get gant an alouberien.

Inizi amezek

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ