E Levr Ester ez eo Haman Kentañ ministr fallakr roue Persia, Ahashverosh.

Kounnar Ahshverosh, gant Jan Steen, ward-dro 1668-1670

Klask a ra distruj pobl ar Yuzevien[1] a vev c'hoazh e Persia goude bezañ kendrec'het ar roue.

Dont a ra a-benn Mardec'hai dre hanterouriezh Ester[2], rouanez Ahasverosh, da virout outañ da vont betek penn e raktres.

E-kerzh ur banvez eo e tiskouez Ester d'ar roue gwir bersonelezh Haman (Es 7). Mont a ra ar roue e fulor (Es7,7). Kondaoniñ a ra Haman d'ar groug.

Daveoù

kemmañ
  1. Es 3
  2. Ester a zo merc'h Abihail, eontr Mardec'hai, degemeret eo bet gantañ evel ur verc'h dezhañ abaoe marv he zud