Kontadennoù ar Bobl

Kontadennoù ar Bobl eo anv an dastumad kontadennoù (kant seizh warn-ugent en holl), serret gant Fañch an Uhel, adalek 1847 betek 1892, e Bro-Dreger evit an darn vrasañ anezho, hag embannet gant Al Liamm adalek 1984.
Dre ma oa e peurunvan embannadur Al Liamm, prientet an embannadur gant Martial Menard (evit ar pezh a sell ouzh ar peder levrenn gentañ), ha skoazellet gant Skol-Uhel ar Vro ha Renerezh al Levr, e voe barnet kriz gant Françoise Morvan, he deus bet implijet ar peurunvan en hec'h embannadennoù brezhonek goude.

Kenlabouret o devoa Yann-Erwan Abalan, Iwan Gadored ha Makoto Noguchi da ober al labour adkempenn ivez.

An danevelloù

kemmañ

War-lerc'h pep pennad (nemet er pempvet levrenn) e kaver ur bajenn NOTENNOU savet gant Martial Menard o tisplegañ an dibaboù doare-skrivañ graet gant an embanner e-skoaz an dornskrid orin.

Gant Willy Degryse e oa bet skeudennaouet golo al levrioù.

Levrenn gentañ

kemmañ
 
Golo-tal al levrenn I

Daou c'hant naontek pajenn ha pevar-ugent ennañ e oa deuet er-maez al levrenn-mañ e penn-kentañ miz Meurzh 1984. Kregiñ a ra gant ur rakskrid hag ur rann EVEZHIADENNOU savet gant Ronan Huon.

  • 19 kontadenn
  1. Ar berenn he fer aour hag ar c'horf hep ene
  2. Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili (dastumet e Plûned e 1871)
  3. Ar Barbaover hag ar priñs a gollas e benn o c'hoari, hag a c'honezas anezhañ adarre (dastumet e Pederneg e miz Here 1871)
  4. Ar jeant Kolevran (dastumet e Kawan e 1872)
  5. Teodor, pe ar c'hastell kouevr, ar c'hastell arc'hant, hag ar c'hastell aour (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1869)
  6. Priñsez ar Velandinenn (dastumet e Keraodi (Plouilio) e miz Mezheven 1870)
  7. Yannig e zaou wenneg ha Priñsez ar c'hastell aour (dastumet e Plouared e 1870)
  8. Ar c'hazh du (dastumet e Benac'h-an-Douar e 1871)
  9. Ar roue Dalmar (dastumet e Plouared e miz Du 1869)
  10. Evnig ar Wirionez, an dour a dañs hag an aval a gan (dastumet er C'hozh-Varc'had e 1869) ; un dastumad kontadennoù anvet Labous ar wirionez, gant Troude ha Milin, zo bet embannet gant Skridoù Breizh e 1950.
  11. Paotr e bod-houarn (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
  12. Ar wiz ouez (dastumet e Plouared e 1869)
  13. Ar bleiz gris (dastumet e Plûned)
  14. Mari hag Yvon hag ar sirenn (dastumet e Plouared e miz Genver 1870)
  15. Fañch Skouarneg (dastumet e Plouared e miz Genver 1868)
  16. Ar plac'h hag an naer, ganet war un hevelep tro gant ur wreg (dastumet e Prad e 1871)
  17. Ar plac'h a dimezas da un den marv (dastumet e Plûned e 1872)
  18. Yann e vazh-houarn hag an tri Jeant (dastumet e 1873)
  19. An dañserien-noz (dastumet e Plouared).

Perzh eo an holl anezho eus ur c'haierad dornskrivet gant Fañch an Uhel ma oa Levraoueg Kemper perc'hennez warnañ.

Eil levrenn

kemmañ
 
Golo-tal al levrenn II

Daou c'hant pemp pajenn ha hanter-kant ennañ e oa deuet er-maez al levrenn-mañ e miz Eost 1985. Kavet a reer un ERRATA AL LEVRENN GENTAN er penn kentañ anezhi.

  • 19 kontadenn
  1. Gwennveur ha C'hwevrer (dastumet e Plûned e miz Kerzu 1868)
  2. Ar Skorn hag al Laouenan
  3. Ar Priñs Naer hag ar Priñs Treger (dastumet e Plûned e miz Kerzu 1868)
  4. Ar Priñs Glas (dastumet e Plouared e 1869)
  5. Ar Priñs a c'hoarias e benn hag a gollas anezhañ
  6. Paotr e bod-houarn (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
  7. An Den-Touseg (dastumet e Plouared e 1869)
  8. Paotr e dri c'hi
  9. An dañserien-noz hag ar wreg troet en houadez (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
  10. An den gwirion (dastumet e Plourin-Montroulez d'ar 16 a viz Eost 1876) # Mab an hini gozh pe Roue ar pesked
  11. Tregont a Bariz (dastumet e Pederneg)
  12. Ar pevarzek kazeg ha Marc'h ar Bed (dastumet e Pederneg)
  13. Louizig, mab ar glaouer, filhor d'ar Roue Frañs (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1869)
  14. Ar Briñsez Tro-Heol (dastumet e Plougonveur)
  15. Ar manac'hig ha Priñsez tro an Heol (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
  16. Priñsez an Tronkolenn (dastumet e miz Genver 1868)
  17. An Tignouz, pe mevel an Diaoul (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
  18. Roue ar Portugal (dastumet e Benac'h e miz Genver 1869)

Teirvet levrenn

kemmañ
 
Golo-tal al levrenn III

Daou c'hant div bajenn warn-ugent zo el levr deuet er-maez e 1988.

  • 19 kontadenn
  1. Ar peroked sorser (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
  2. Merc'h ar Roue Spagn
  3. Teir barvenn aour an Diaoul
  4. Pêronig (dastumet e Plûned e miz Kerzu 1868)
  5. Markiz Tromilin, pe al laer aet da ermit (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
  6. Ar C'horf hep ene (dastumet e Plouared e 1869)
  7. Priñsez an Hongri (dastumet e Plouared)
  8. Ar c'hazh hag an div sorserez (dastumet e Plûned e miz Meurzh 1869)
  9. Merc'h Markiz Koadleger, pe Fañch Kreñv, Yann Kofeg, Youenn ar Reder ha Job al Lagadeg
  10. Teir merc'h ar baraer, pe an dour a dañs, an aval a gan hag Evnig ar Wirionez (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
  11. Evnig e û aour
  12. An dañvad bihan gwenn (dastumet e Prad)
  13. Gwreg an Ankou (dastumet e Pederneg)
  14. Kristig a oa aet da Bap da Rom (dastumet e Pederneg)
  15. An hini a oa bet o kas ul lizher d'ar Baradoz (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
  16. Ar martolod, ar c'hemener hag ar baraer (dastumet e Plouared e 1870)
  17. Kure Brelevenez a oa bet lazhet c'hwec'h gwezh (dastumet e Plûned e 1869)
  18. Ar manac'h bihan hag ar manac'h bras
  19. Un dapadenn

Pedervet levrenn

kemmañ
 
Golo-tal al levrenn IV

Kant daouzek pajenn ennañ e oa deuet er-maez al levrenn-mañ e miz Meurzh 1989. Al levrenn-mañ ne oa ket bet raktreset hec'h embann dre m'en devoa skrivet Ronan Huon e rakskrid al levrenn I "Teir levrenn a vo [...]" da gentañ-penn.

  • 12 kontadenn
  1. Ar skubelenn
  2. An daou dort (dastumet e Plouared)
  3. Ar miliner hag e aotrou (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
  4. Jezuz-Krist en Breizh-Izel
  5. Porpant
  6. Ar mesaer-deñved a c'honezas merc'h ar Roue gant ur ger hepken
  7. Daou vab ar pesketaer (dastumet e Plûned)
  8. Ar paotr kozh Mizer ha sant Pêr
  9. Sakramant an Nouenn (dastumet e Bodsorc'hel e miz Genver 1890)
  10. Liñsel ar re varv (dastumet e Bodsorc'hel e miz Genver 1890)
  11. Koadalan (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
  12. Sermon evit Gouel an Hollsent, an deiz kentañ a viz Du

Pempvet levrenn

kemmañ
 
Golo-tal al levrenn V

Kant pemp pajenn ha pevar-ugent zo el lev, deuet er-maez e miz Gouere 1994. Kregiñ a ra gant ur rakskrid savet gant Pêr Denez. E kemm gant al levrennoù bet embannet kent ez eo skrivet an holl gontadennoù er yezh unvan, bet kempennet gant Divi Kervella ivez.

  • 58 kontadenn
  1. Al laer hag e berson
  2. Laouig Kergoad ha Gwilherm Kerbrad
  3. Un istor
  4. Al labourer paour hag an diaoul
  5. Marc'had gant an Diaoul (Pe anv al loen ?)
  6. Matelin, pe an divinadenn
  7. Marc'had gant an Diaoul (Mao Kergareg)
  8. Hent ar Baradoz
  9. Gwreg an Diaoul
  10. Merc'h ar jardiner
  11. Ar briñsez tri liv
  12. Merc'h roue ar Portugal pe ar c'hentañ prosez
  13. Ar verc'hodenn
  14. Adolfig, en devoa tromplet an Ankoù
  15. An daou gabusin (Ar blanedenn)
  16. Ar c'hemener a lazhe kant gant un taol
  17. An diod dimezet
  18. Meudig
  19. Ar vuoc'h laer
  20. Marc'had gant an Diaoul
  21. N'eo ket mat ober goap eus ar paour
  22. An tri breur, pe ar c'hog, ar c'hazh hag ar falz
  23. Ar porc'hell du hag ar manac'h
  24. Ar soudard, al logodenn, ar c'hog-raden
  25. Ar manac'h hag ar c'hrennard
  26. Ar vorverc'h
  27. Ar soudard, al louarn hag an ourz
  28. Un ene en poan (1)
  29. Un ene en poan (2)
  30. An ene en poan
  31. Ar skourjez-tan
  32. Mamm sant Erwan hag an Diaoul
  33. Mab sant Pêr
  34. Sant Jakez a Galis
  35. Ar briñsez Margasa
  36. Yann e vazh-houarn (doare all)
  37. An tri brank impinad
  38. Ar sabrenn merglet
  39. Al laer salvet a-raok e vreur ermit
  40. An den gwirion
  41. Al laer fin
  42. Yann ha Janed (Stag aze !)
  43. Kaoz ar pothouarn pe an tri mennad
  44. An heureuchin Staki
  45. Yann ha Janed
  46. Mar karje Adam
  47. Ar briñsez hag he matezh
  48. Titi La-Oup
  49. Trouz arc'hant an den kozh
  50. Ar vulez wenn
  51. Ar bleiz hag al louarn kozh
  52. Ar Gadaon (Yann hep aon)
  53. Person Lanvezeeg
  54. Dañvad sant Yann
  55. Ar soner
  56. Fañch ar Skrilh
  57. Al louarn hag ar bleiz
  58. An hini a werzhas teir gwech e vuoc'h ar memes deiz

Daveoù

kemmañ