Mili
Mili (aroueziet m) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-3, da lavarout eo ur vilvedenn.
Da skouer e talv ar milimetr kement hag ur vilvedenn metr. Heñvel eo gant ar milieilenn.
Kinniget e oa bet gant Académie des Sciences ha lakaet da ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar ger latin mille "ur miliad" (millia, milia eo al liester).
yokto | zepto | ato | femto | piko | nano | mikro | mili | kanti | deki | 1 | deka | hekto | kilo | mega | giga | tera | peta | egza | zeta | yota |