Rahel
Rachel, dre fazi ha dre levezon ar galleg ( רחל en hebreeg, ‘dañvadez’), pe gentoc'h Rac'hel pe Rahel, zo ur vaouez e Levr ar C'heneliezh, er Bibl. Merc'h e oa da Laban, ha c'hoar vihan da Lea, gwreg Jakob, hag eñ a oa kenderv dezho o-div ouzhpenn.
Eil gwreg Jakob e oa Rachel, ha mamm da Jozeb ha Benjamin.
Er Bibl
kemmañRac'hel eo an den kentañ eus he ziegezh a gav Jakob e-tal ur puñs pan erru e Harran. Pa wel Jakob ar plac'h gant he loened, loened he zad Laban, e tenn eviti ar maen a c'holo ar puñs ma c'hallo he zropell evañ. Hag eñ kontañ eo kar d'he zad, penegwir eo mab da Rebekka, a zo c'hoar da Laban. Ha Rac'hel d'ar red da gontañ d'he zad. Pa glev Laban emañ e niz Jakob er vro e teu d'an daoulamm d'e vriata hag e tegemer anezhañ en e di.
Goude bet seizh vloaz o labourat e ti Laban ha dimeziñ d'ar verc'h henañ Lea, e timezas Jakob da Rachel, met gaonac'h e oa anezhi. Rac'hel neuze, gwarizi enni abalamour da frouezhusted he c'hoar, a raio da da Jakob dimeziñ d'he matezh Bilha.
A-benn ar fin e c'hano Rac'hel daou vab : Jozef ha Benoni (pe Benjamin), ha mervel a reas-hi ouzh e c'henel, e Betleem, ma teu pirc'hirined da bediñ war bez Rac'hel.
Kartoù
kemmañHi eo an damez karo a lenner hec'h anv war ar c'hartoù-c'hoari gall.
Pennad kar
kemmañLivadurioù ha skeudennoù
kemmañ-
Rahel ha Jakob, hervez Palma il Vecchio
-
Rachel, hervez Gustave Doré
-
Rahel ha Lia, gant Dante Gabriel Rossetti