Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1922
Dalc'het e oa bet 16vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 25 a viz Mezheven hag an 23 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 372 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Firmin Lambot evit an 2l gwech, 24,488 km/e e dizh keitat.
Aet e oa kuit an Dro eus tachenn ar c'hoarioù Luna Park (Pariz) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.
Eizh reder ha tregont hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar c'hant tri warn-ugent o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Tennadoù-hent e Breizh
kemmañ- 29 a viz Mezheven : 3e tennad-hent etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Robert Jacquinot Bro-C'hall.
- 1añ a viz Gouere : loc'het ar 4e tennad-hent eus Brest war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
Renkadurioù
kemmañRenk | Reder | Rummad | Amzer tremenet war e varc'h-houarn |
---|---|---|---|
1añ | Firmin Lambot Belgia | 1 | 222e08'06" |
2l | Jean Alavoine Bro-C'hall | 1 | + 41'15" |
3e | Félix Sellier Belgia | 1 | + 42'02" |
4e | Hector Heusghem Belgia | 1 | + 43'56" |
5vet | Victor Lenaers Belgia | 1 | + 45'32" |
6vet | Hector Tiberghien Belgia | 1 | + 1e21'35" |
7vet | Léon Despontin Belgia | 1 | + 2e24'29" |
8vet | Eugène Christophe Bro-C'hall | 1 | + 3e25'39" |
9vet | Jean Rossius Belgia | 1 | + 3e26'06" |
10vet | Gaston Degy Bro-C'hall | 1 | + 3e49'13" |