marc'hadourezh
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn marc'hadour hag an dibenn-ger -ezh
Anv-kadarn
marc'hadourezh /marxaˈduːrɛs/ hollek benel (liester : marc'hadourezhioù)
- Traezoù a vez gwerzhet pe brenet.Kas, degas, prenañ, gwerzhañ, kargañ diskargañ, pakañ, dispakañ, enporzhiañ, ezporzhiañ, marc'hadourezh.
- Ur varc'hadourezh he deus tri friz : ur priz bras, ur priz krenn, hag ur priz bihan. — (Yann-Vari Perrot, Buez ar Zent, Monroulez, 1911, p. 27.)
- Noz-de, karga, diskarga a reont marc'hadourez deut eus pevar c'horn ar bed. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 182.)
- Ya, a-hed ar wenodenn-mañ ez eus tremenet gwechall, en nozvezhioù du, meur a zen, war o c'hein pakadoù marc'hadourezh o paouez bezañ diskarget war an draezhenn vihan a-dreñv dimp. — (Roparz Hemon, An Ti a Drizek Siminal, Al Liamm, 1956, p. 24.)
- War an ali a roas din, e prenis evit daou-ugent lur sterling a draouigoù hag a varc'hadourezh vunut da gas di. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 8.)
- [...], o sellout gant un tammig enkrez ouzh ur bern marc'hadourezh a bep seurt, [...]. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 25.)
- Pezhioù-kanol a veze buket war al listri estren a veze o tont war-lerc'h al listri breizhat hag eus ar broioù all, marc'hadourezh en o bourzh. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 195.)
- Ne vo ket aes dimp gwerzhañ hon marc'hadourezh. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 255.)
Troioù-lavar
- kavout dor zigor d'e varc'hadourezh
- kavout fred d'e varc'hadourezh
- kavout gwerzh d'e varc'hadourezh
- kavout sav d'e varc'hadourezh
Troidigezhioù
- galleg : marchandise (fr)