13 Du
deiziad
(Adkaset eus 13 a viz Du)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1887 : Sul gwadek e Londrez da geñver ur vanifestadeg habask a oa labourerien o kemer perzh enni.
- 1907 : kentañ nijadenn ur viñsaskell gant e levier Paul Cornu, e Coquainvilliers (Calvados).
- 1940 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Fantasia e New York (Stadoù-Unanet Amerika).
- 1945 : dilennet eo Charles de Gaulle prezidant Gouarnamant da c'hortoz ar Republik c'hall gant ar Vodadenn vonreizhañ.
- 1947 : aet Priz Nobel al Lennegezh gant ar skrivagner gall André Gide.
- 1968 : skignet eo er Stadoù Unanet ar film bevaat Yellow Submarine (izili ar strollad The Beatles evel aktourien).
- 1970 : taol-stad e Siria ; kemeret ar galloud gant Ministr an Difenn Hafez el-Assad.
- 1988 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Oliver & Company e New York (Stadoù-Unanet Amerika).
- 1994 : dre referendom ec'h asant Sveden da vont tre en Unaniezh Europa.
- 2002 : peñse an eoullestr bahamean Prestige e Galiza ha lanv du da-heul.
Ganedigezhioù
kemmañ- 354 : Aogustin Hippo (pe Sant Aogustin c'hoazh), prederour ha teolojian kristen hag unan eus pevar "Zad an Iliz latin".
- 1760 : Jiaqing, Impalaer Sina adalek 1796 betek e varv.
- 1842 : René Kerviler (bet ganet René Mathurin Marie Pocard du Cosquer de Kerviler), ijinour, henoniour ha levrrollour breizhat (ha gall).
- 1850 : Robert Louis Stevenson, skrivagner skosat, aozer Enez an Teñzor.
- 1907 : Claude Heymann, filmaozer, romantour ha saver senario gall.
- 1949 : Whoopi Goldberg, aktourez amerikan.
Marvioù
kemmañ- 867 : Nikolaz 1añ, 105vet Pab adalek 858 betek e varv.
- 1093 : Malcolm III (Skos), (Malcolm Canmore e lesanv), roue Bro-Skos eus 1058 betek e varv.
- 1359 : Ivan II (Rusia) (lesanvet Ar C'huñv), Priñs veur a Voskov.
- 1868 : Gioachino Rossini, sonaozer italian.
- 1903 : Camille Pissarro, livour gall.
- 1974 : Vittorio de Sica, aktour ha filmaozer italian.
- 2016 : Laurent Pokou, melldroadour etrebroadel eus Aod an Olifant ha gourdoner, bet araoger kreiz brudet-kaer ar Stade Rennais Football Club er bloavezhioù '70.
- 2019 : Raymond Poulidor, marc'hhouarner gall.
Lidoù
kemmañSant an deiz : Sant Brizh
- Iliz katolik roman