Joseph Hooker
Joseph Hooker, ganet d'an 13 a viz Du 1814 hag aet da Anaon d'an 31 a viz Here 1879, a oa un ofiser en United States Army. Tizhet en devoa ar renk a vajor jeneral en Union Army e-pad ar brezel diabarzh stadunanat. Daoust m'en doa servijet an arme gant berzh bras ha kalon dre-vras, a-hed ar brezel, Hooker a vez dalc'het soñj anezhañ evel an hini a voe trec'het garv gant ar jeneral kengevreet Robert E. Lee e-pad Emgann Chancellorsville e 1863.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Lealded | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Joseph |
Anv-familh | Hooker |
Deiziad ganedigezh | 13 Du 1814 |
Lec'h ganedigezh | Hadley |
Deiziad ar marv | 31 Her 1879 |
Lec'h ar marv | Garden City |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Lec'h douaridigezh | Spring Grove Cemetery |
Mamm | Mary Hooker |
Pried | Olivia Groesbeck Hooker |
Micher | ofiser, milour |
Bet war ar studi e | United States Military Academy |
Deroù ar prantad labour | 1837 |
Strollad politikel | Strollad Republikan |
Grad milourel | major jeneral, soudard |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Emgann Chancellorsville, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, emgann Antietam |
Skour lu | Union Army, United States Army |
Perc'henn war | Rancho Agua Caliente |
Hooker a oa bet lesanvet "Fighting Joe" dre fazi skrivañ ur c'hazetenner en un dezrevell eus Emgann Williamsburg; chomet e oa al lesanv goude-se. Brud en doa ar jeneral da vezañ ul lonker bras hag ur merc'hetaer daonet. E bennlec'h a oa brudet evit bezañ ul lec'h c'hoari kartoù ha festoù. N'eus ket a brouennoù avat e oa ar jeneral o voesoniñ eñ e-pad ar festoù-se.