Lizherenneg fonetek etrebroadel
Al Lizherenneg fonetek etrebroadel (LFE, e saozneg : IPA) zo ul lizherenneg 118 lizherenn diazez enni hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed.
Lizherennoù latin pe c'hresianek treuzfeurmet pe get eo an darn vrasañ anezho, evel ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.
yezh |
ger skrivet |
fonetik |
fonologiezh |
---|---|---|---|
galleg | endurer | [ɑ̃.d̪y.ˈʁe] | /ɑ̃.dy.ˈre/ |
alamaneg | dulden | [ˈdʊl.dn̩] | /ˈdul.dn/ |
saozneg | tolerate | [ˈtʰɒl.əɹ.eɪt] | /ˈtɒl.ər.eɪt/ |
spagnoleg | aguantar | [a.ɰwan̪.ˈt̪aɾ] | /a.guan.ˈtaɾ/ |
sinaeg | 忍 | [ʐə˨˩˦n] | /ren3/ |
Arouezennoù arbennik all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all ha na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetek bihan.
Bez' ez eus 76 sin a seurt-se, evel β̞ e lec'h [β]. Arouezennoù all zo ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh ( ' ) pe ur gensonenn silabennek ( ̩ ).
Kromelloù a implijer en treuzskrivadennoù fonetek evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.
Istor an LFE
kemmañGant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg e voe boulc'het, dindan ren Paul Passy (1859-1940) a laboure e framm ar Gevredigezh fonetek etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. E 1888 e voe embannet an LFE gentañ awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet (1845-1912), diorroet war he zro diwar diazezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman (1813-1897) hag Alexander John Ellis (1814-1890).
Meur a wezh e voe adwelet an LFE : e 1900, e 1932, e 1947, e 1951 e 1989, 1993, 1996 hag e 2005.
Al lizherenneg
kemmañVogalennoù
kemmañRannoù
kemmañLizherennoù zo el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lavarout eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :
- an digoradur : digor, peuzdigor, damzigor, etre, damserr, peuzserr, serr ;
- o lec'h distagañ : a-raok, tost a-raok, kreiz, tost a-dreñv, a-dreñv ;
- diouzh ma vezont rontaet pe get.
Hirder ar vogalennoù
kemmañDiskwelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant un arouezenn arbennik anvet kronenn ( ː ). Peurliesañ avat e vez implijet an daou bik en e blas, da skouer [a:] e-lec'h [aː].
Kensonennoù
kemmañKensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |
Rannoù
kemmañRenket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :
- an doare fonadur ;
- al lec'h distagañ ;
- diouzh ma vezont mouezhiet pe divouezh.
Hirder ar c'hensonennoù
kemmañDiskwelet e vez ar c'hensonennoù hir er memes mod hag ar vogalennoù : treuzskrivet e vefe ar magyareg mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/.
Ar silabennoù
kemmañImplijet e vez ur varrennig uhel ( ˈ ) a-raok ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrennig izel ( ˌ ). Talvezout a ra ar pik ( .).
Da skouer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s].
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diabarzh
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- (en) Lec'hienn ofisiel
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |