Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Un arme, ul lu (liester : luioù pe luoz gant Meven Mordiern) a reer eus ur strollad tud armet, pe eus hollad an dud armet ez-reoliek war tiriad ur riez pe ur vroad.

lu
aozadur armet
Iskevrennad eusaozadur armet Kemmañ
Arvezmilitary affairs Kemmañ
Tachenn labourmilitary science, military affairs Kemmañ
Studiet gantmilitary history, military sociology Kemmañ

Koulskoude e c'heller gwelout luioù ha n'int ket bodet gant ur riez ofisiel. O vezañ er-maez eus al lezenn etrebroadel e c'hellont bezañ trec'h war lu ar riez m'emaint o stourm outañ ha dre-se sevel ur riez nevez, pe bezañ trec'het, pe tizhout ur feur-emglev peoc'h.

Ul lu a c'hell ivez bezañ nann-milourel pa dalvez ar ger kement ha kalz tud bodet diouzh o intent (Lu ar Salvidigezh da skouer) pe diouzh o stadoù (lu an dud dilabour). Hogos an holl riezoù o deus ul lu ofisiel, war-bouez ar re vihanañ (Monaco, San Marino ha Liechtenstein, da skouer) ha n'eus ket a nerzh milourel e Stad Costa Rica dre m'eo berzhet gant he bonreizh.

Aozadur hollek al luioù

kemmañ

En ur riez ha seul vui ma vezont niverus e c'heller envel "lu" eus un nebeud korfoù milourel kenstrollet. Al luioù-se a vez roet un niver dezho hag ur pennjeneral en o fenn.

Da skouer, pep rann an talbenn brezel a zo dezhañ ul lu evit stourm war an hed termenet evitañ. War an dachenn vrezel a-bezh e c'hell bezañ ul lu tachenn rannet etre rannluioù o zo renet o obererezhioù brezel gant ur penngarter, sez ar pennjeneral. Hemañ a glask lec'hiañ mat ar rannoùluioù, kas darn anezho da lec'hioù an talbenn ma 'z eus ezhomm evit difenn ur bastell-vro pe bouezañ war an enebour.

Rummoù al luioù

kemmañ

Peurliesañ e vez rannet lu ur riez hervez an araezioù treuzdougen arveret evit brezeliñ warno.

  • An tirlu pe arme-douar, ennañ soudarded war droad, gopret, bodet e rann an droadegiezh. Gwechall ez ae an droadeien war droad end-eeun, met hiziv e vezont treuzdouget e e kirri ordinal pe hobregonet.
  • An aerlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant nijerezioù ha biñsaskelloù.
  • ar morlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant listri gorre ha listri-spluj. Koulskoude e c'heller kavout listri pe nijerezioù e rannluioù-douar 'zo ha soudarded gouest da stourm war an douar goude bezañ bet treuzdouget war listri (troadegiezh ar morlu).
  • ar gwardoù-bro, anvet "milisoù" ivez diwar ar galleg, n'int ket luioù e pep degouezh : a-wechoù e harpont al lu reoliek pe a-wechoù ez int nerzhioù polis milouriet.
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan