Marc'harid Breizh (1443-1469), a voe dugez Breizh.

Marc'harid Breizh.

He buhez

kemmañ

Merc'h henañ an dug Frañsez ar C'hentañ (marvet e 1450), hag Izabel Stuart e oa.

E miz Du 1455 e timezas e Gwened d'he c'henderv, ur priñs breizhat aet da chom da Vro-C'hall, Frañsez, kont Etampes. E 1458 e teuas Frañsez da vout dug Breizh. Ur mab o doe, a vevas tri miz, eus an 29 a viz Mezheven d'ar 25 a viz Eost 1463.

Mervel a eure Marc'harid e Naoned d'ar 25 a viz Gwengolo 1469, d'he 26 vloaz. Beziet eo bet en Iliz-veur Naoned e-kichen he fried hag e eil pried, Marc'harid Foix.