Ar Mor Marv (ים המלח‎ en hebraeg ; البحر الميت‎ en arabeg) zo ur mor diabarzh bihan a-walc'h, er Reter Nesañ, etre douaroù palestinat Sisjordania, Israel ha Jordania. Sall-kenañ eo douar ar Mor Marv (30% a holen), salloch eget n'eus forzh peseurt mor all er bed (en-dro da Vreizh ne dap ar mor nemet 3,5% a holen pe war-dro), hag abalamour da se n'eus ket kalz a vuhez ennañ.

Dre m'eo sall-kenañ e c'hall an dud chom war-neuñv aes er Mor Marv.

En em astenn a ra war 1 050 km² ; 67 km eo e hed brasañ ha 18 km e led d'ar muiañ. Digreskiñ a ra e c'horread ingal, evel ma c'hoarvez ivez gant ledennadoù-dour sall all er bed, Mor Aral pe al Lenn Tchad da skouer. Ar stêr Jordan en em daol er Mor Marv, ha n'eus stêr ebet o redek dioutañ. N'eo ket abalamour ma n'eus ket buhez ennañ e reer ar Mor Marv anezhañ, a lavarer, met abalamour ma vez plaen ha diroufenn peurliesañ. Dre m'eo sall-kenañ e vez aes d'an dud chom war-c'horre an dour ha neuial ennañ.

Al lec'h izelañ war c'horre an Douar an hini eo, gant -422 m dindan live ar mor.

Er Bibl e reer 'Mor ar Reter' pe 'Mor an Holen' eus an Mor Marv. Anv zo anezhañ evit ar wech kentañ e Levr ar C'heneliezh.

Ar Mor Marv, e-kreiz ar skeudenn tennet eus ul loarell.
Ar Mor Marv, e-kreiz ar skeudenn tennet eus ul loarell.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.