Sarajevo

kêr-benn Bosnia-ha-Herzegovina

Kêr-benn Bosnia-ha-Herzegovina eo Sarajevo (kirillek : Сарајево). E 2013 e oa 275 524 annezad er gêr, ha 555 210 er veurgêr. E kreiz ar Balkanoù emañ hag ur pouez ekonomikel, arc'hantel, sokial ha sevenadurel he deus er rannvro-se eus Su Europa. Anavezet eo hiziv hon deiz evit he buhez sevenadurel, dreist-holl en dudi, er mediaoù, er giz hag en arzoù.

Sarajevo
kêr, kêr vras, city of Bosnia and Herzegovina, federal capital
Deiziad krouiñ1462 Kemmañ
Anv ofisielSarajevo, Sarajevo, Сарајево Kemmañ
Anv er yezh a orinSarajevo, Sarajevo, Сарајево Kemmañ
Anv annezidiSarajévien, Sarajévienne, Sarajevesi, saraievesi Kemmañ
StadBosnia-ha-Herzegovina Kemmañ
E tiriadSarajevo Canton Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral European Time Kemmañ
War riblMiljacka Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°51′23″N 18°24′47″E Kemmañ
Penn an aotrouniezhBenjamina Karić Kemmañ
Ezel eusCreative Cities Network, League of Historical Cities Kemmañ
Gevellet gantKyiv Kemmañ
Perc'henn warOtoka Stadium Kemmañ
Darvoud-alc'hwezGwalldaol Sarajevo, Siege of Sarajevo, C'hoarioù Olimpek goañv 1984 Kemmañ
Prizioù resevetWateler Peace Prize Kemmañ
Kod-post71000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.sarajevo.ba/ Kemmañ
Rummad tostCategory:Sarajevo-related lists Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Sarajevo Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Sarajevo Kemmañ
Kod pellgomz an takad033 Kemmañ
Category for honorary citizens of entityCategory:Honorary citizens of Sarajevo Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Sarajevo Kemmañ
Map
Iliz reizhkredennour serb.

Puilh eo istor ar gêr, diazezet anezhi gant an Otomaned e 1461. Eno e voe drouklazhet arc'hduk Franz Ferdinand Aostria e 1914, o loc'hañ ar Brezel bed kentañ. E 1984 e tegemeras ar C'hoarioù olimpek goañv. E-pad Brezelioù Yougoslavia e voe lakaet ar seziz war ar gêr e-pad 1425 deiz, eus miz Ebrel 1992 betek miz C'hwevrer 1996, e-pad Brezel Bosnia. E 2014 e voe anvet Kêr-benn Europa ar Sevenadur.

Poblañs

kemmañ

Hervez niveradeg 2013 e oa 275 524 annezad er gêr, 419 957 en tolead kêr, ha 555 210 er veurgêr.

Lesanvet eo bet Sarajevo "Jeruzalem Europa" abalamour d'he lieseurted kenelel ha relijiel.

Tud zo o chom eno abaoe an Neolitik. En em ziazezañ a rejont ar Slaved eno er VIIvet kantved. E 1461 e oa dibabet ar gêriadenn Brodac gant ar gouarnour otoman kentañ evit sevel ur gêr nevez : Sarajevo.

E 1878 e voe an Aostrianed mestr war Bosnia. Drouklazhet e voe an arc'hduk Franz Ferdinand Aostria hag e wreg Sofia Chotek e 1914, o loc'hañ ar Brezel bed kentañ, anavezet eo an darvoud-se evel Gwalldaol Sarajevo. Savet e voe Yougoslavia, ur stad sokialour, e 1929. D'an 2 a viz Ebrel 1992 e voe kelc'hiet ar gêr gant an nerzhioù serb, ha lakaet ar seziz ganto war ar gêr betek miz Ebrel 1995.

Gevellerezh

kemmañ

Gevellet eo Sarajevo gant :

Tud brudet

kemmañ