Sechelez
| |||||
Sturienn: Finis Coronat Opus (Latin: ) | |||||
Yezh soedhogel | kreoleg Sechelez, galleg, saozneg | ||||
Kêr-benn | Victoria | ||||
Kêr vrasañ | Victoria | ||||
Prezidant | Wavel Ramkalawan[1] | ||||
Gorread | 455 km² | ||||
Poblañs (2005) Stankter |
81 188 a dud 178 den/km² | ||||
Dizalc'hiezh | diouzh ar Rouantelezh-Unanet 29 a viz Mezheven, 1976 | ||||
Moneiz | Roupi Sechelez | ||||
Eur | UTC +4 | ||||
Kan broadel | Koste Seselwa | ||||
Kod rouedad | .sc | ||||
Kod pellgomz | +248 |
Sechelez pe ar Sechelez (saozneg ha galleg: Seychelles, kreoleg: Sesel), ent-hir Republik Sechelez (saozneg: Republic of Seychelles; galleg: République des Seychelles; kreoleg: Repiblik Sesel), a zo un enezeg hag ur riez eus Afrika. 115 enezenn bennak a ya d'ober an enezeg lec'hiet er Meurvor Indez, 1 500 km er-maez da aodoù reter Afrika. Victoria eo ar gêr-benn. Dont a ra an anv eus hini Jean Moreau de Séchelles a oa Ministr an Arc'hant gant Loeiz XV, roue Bro-C'hall, en XVIIIvet kantved.
Douaroniezh
kemmañAn inizi
kemmañ115 enezenn hag enezennig bennak a ya d'ober an enezeg. En o zouez ez eus 33 anezho hag a zo annezet. Inizi greunit ha koural int.
- Inizi an diabarzh greunitek
- Inizi an diabarzh kouralek, 90 km en norzh, a ya d'ober ar peurrest eus an “inizi diabarzh”:
An Inizi diavaez a zo inizi kouralek
- Coëtivy
- Île Platte (Île Platte ha Coëtivy a ya d'ober "Gronnad kouralek ar su")
- Amirantes
- Gronnad Alphonse
- Gronnad Aldabra
- Gronnad Farquar
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland