Ar Viducasses a oa ur bobl hag a oa o chom e gwalarn Galia pa voe aloubet ar vro gant Julius Caesar, entre -58 ha -51 . Dont a rafe o anv eus vidu (« koad ») ha cassi (« blev »). Aregenua e oa o c'hêr-benn, a zo Vieux e Normandi (Calvados) hiriv.

Keñveriet eo bet anv ar bobl Cassi (Enez Vreizh) ouzh an anvioù tud Cassius, Cassinus, Cassivellaunus, anvioù pobloù all evel Bodiocasses, Cassignates, Tricasses, hag ouzh anv un douez eus bro ar Roen dii Casses[1].

Un orin keltiek a vefe d'an anv : *cad-ti : dreist, dibar, brav (iwerzhoneg cais, "clean, smart etc.")

Levrlennadur

kemmañ
  • Loïc Langouet : Les Coriosolites. Un peuple armoricain. Centre Régional d'Archéologie d'Alet. Saint-Malo. 1988.

Notennoù

kemmañ
  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982