Ur bobl eus Skandinavia gwechall e oa ar Vikinged, a reer anezho ivez Normaned, Daned pe Lec’hlenniz a-wechoù. Anavezet int bet dre Europa a-bezh, evel moraerien da gentañ penn, hag evel alouberien tachennoù bras war an aodoù. Gwelet int bet alies evel preizherien ha tud kriz.

Vikinged
pobl, marevezh istorel, Sevenadur, style
Deiziad kregiñ793 Kemmañ
Skeudennadur eus ar Vikinged en IXvet kantved

Aloubet e voe ganto douaroù e-leizh en Europa : un darn vras eus Bro-Saoz, lec’hioù zo en arvorioù Bro-Skos hag Iwerzhon, lodennoù zo eus hanternoz Bro-C'hall (en em ziazezañ a rejont en ur vro anavezet bremañ dindan an anv Normandi), Sikilia ha su Italia, dreist-holl. E Breizh e voe lod anezho o’n em staliañ en aber al Liger, en-dro da Naoned, hag en aber ar Renk, en-dro da Sant-Maloù ha Dinan. Mont a reas lod anezho pelloc’h ivez, betek Island ha Greunland ha Vikinged eo an dud kentañ eus Europa a yeas war vag betek Amerika. E-touez ar re anavezetañ anezho e c’heller menegiñ Erik ar Ruz ha Leifr Eiríksson.

Pobloù viking

kemmañ
 
Broioù ha beajoù ar Vikinged
 
Ur vag viking

En abeg d’an hin a rene en o broioù ha d’an diouer a hentoù mat en amzer-se, e voe implijet stank hentoù ar morioù hag ar stêrioù gant ar Vikinged.

Gellout a reer digemmañ tri rummad bras anezho :

  • an Daned: brezelourien urzhiet-mat e oant, ha skrapañ a raent ganto madoù ar pobloù all d’o laerezh. Ar re niverusañ e oant ivez e-touez ar pobloù viking. Int eo dreist-holl a zeuas war aodoù Breizh ha setu perak e reer alies Daned eus ar Vikinged dre vras, er skridoù brezhonek. O vevañ e oant e gourinizi Jutland ha Skania hag en inizi a zo etrezo, etre ar Mor Baltel ha Mor an Hanternoz. Diwar al lec'hioù strategel-se e oant mistri war hentoù mor pleustret evit ar c’henwerzh.
E Danmark e kaver aspadennoù kreñvlec’hioù eus dibenn mare ar Vikinged, ma veze gellet bodañ brezelourien niverus. Diskouez a ra ar c’hreñvlec’hioù-se e oant tud varrek war ar gêraozouriezh hag ar ventoniezh.
  • Norvegiz a grogas da vont war vor ha war ar stêrioù evit ober kenwerzh. N’eo nemet diwezhatoc'h e krogjont da skrapañ kêrioù evel an Daned ha war-lerc’h d’o aloubiñ. Brudet e oant da vezañ moraerien akuit hag e Norvegia eo e voe miret ar gwellañ hengoun ar bageal.
Mistri e oant war Mor an Hanternoz, ganto e voe treuzet ar Meurvor Atlantel ha bras e voe o levezon ivez er Mor Kreizdouar, ma kevezent ouzh an Arabed.
  • Svediz a reas beajoù bras etre an VIIIvet hag an XIvet kantved. Mont a rejon a-hed hag a-dreuz Europa, dreist-holl war-zu ar reter hag ar su, ha sevel ar vro a reer anezhi bremañ Rusia.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Ferguson, Robert. The Vikings: A History. New York : Penguin Books, 2010 (ISBN 978-0-14-311801-5)
  • (fr) B. Renoult, Les Vikings en Bretagne, Bretland, 1984
  • (fr) J. Renaud, Les Vikings et les Celtes, Embannadurioù Ouest-France, 1992
  • (fr) J.C. Cassard, Le siècle des Vikings en Bretagne, Gissserot, 1996

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.