Yorkshire (/ˈjɔːrkʃər/ pe /ˈjɔːrkʃɪər/; skrivet ivez Yorks) zo ur gontelezh istorel eus Bro-Saoz e Breizh-Veur, e biz ar vro, ha hini vrasañ ar Rouantelezh-Unanet. York eo ar gêr vrasañ. Abalamour d'ar vent vras eo bet rannet meur a wech.

Kontelezh istorel Yorkshire

Ur rozenn wenn eo arouez Yorkshire abalamour da Tiegezh York, e-pad Brezel an Div Rozenn. D'ar 1añ a viz Eost emañ ar "Yorkshire Day", devezh ar vro.

Douaroniezh

kemmañ

Rannoù

kemmañ
 
Iliz-veur York

E-keñver melestradurezh eo rannet e peder lodenn :

Kelted

kemmañ

Div boblad Kelted a oa:

  • Brigantes en hanternoz ha kornôg (North Riding of Yorkshire ha West Riding of Yorkshire hiriv) a oa dezho an douaroù brasañ eus Bro-Saoz hiriv. Isurium Brigantum (Aldborough hiriv) e oa o c'hêr-benn en amzer ar Romaned bepred
  • Parisi er reter (East Riding of Yorkshire hiriv), kerent marteze d'ar bobl eus Galia anvet Parisii, hag a oa o c'hêr-benn e Lutetia Parisiorum. Petuaria e oa o c'hêr-benn, e-tal aber an Humber. Pa grogas an aloubadeg roman e 43 e chomas o rouantelezh gant ar v-Brigantes, dindan evezh Roma, e-pad ur pennad hir, dindan ar rouanez Cartimandua hag he fried Venutius.