a-zioc'h
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Araogenn
|
|
a-zioc’h /aˈziox/
- A-us da.
- Eno ur verionenn en em gavas en he c'hichen, pehini, o stouiñ re lark a-zioc'h al lenn, en dour war he fenn a gouezhas. — (Pierre-Désiré de Goësbriant, Fablenn brezhoneg, 19vet kantved.)
- E-pad m'edo ar soudarded o lakaat ho fuzuilhoù e doare da dennañ, an Aotrou Breton ha Filip a yoa dija lammet dreist ar c'hleuz en ur park, hag eus ar park-se en ur c'hoad bihan a-zioc'h ar foenneier. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 157.)
- [...], rak dont a rechont betek pount Keraouell, azioc'h va fenn. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 25.)
- — N'euz ket a-bell da vont, eme ar c'here. Guelet a rit a-ze, azioc'h ho penn, eun ti toenn-sklent, eur prenestr braz enn he bignoun? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 153.)
- A-wechou ar brankou en em skoulme ken stank eus an eil gwezenn d'eben ma reant a-zioc'h ar penn evel eur vaot denval, eur ganevedenn vodennek, bec'h da sklerijenn an deiz en em zila drezo. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 13.)
- Sada hag hor martolod ha mont war gein an Avel-uhel, ha pa 'z edo o tremen a-zioc'h an Indez, hag eñ sellet dre eno ha gwelet er porzh al lestr ma 'z oa bet warnañ. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 74-75.)
- Hag e laoskas ar goulm azioc'htañ da welout hag-eñ e oa skañvaet an dour diwar c'horre an douar. — (Ar Bibl, troet diwar an hebraeg gant Pêr ar Gall ha Job Lec’hvien, emb. An Tour-tan, 1981.)
Adverb
a-zioc’h /aˈziox/
- A-us.
Troioù-lavar
- Araogennoù brezhonek, stag