Amstelveen : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: an:Amstelveen |
D Robot ouzhpennet: ca:Amstelveen |
||
Linenn 47: | Linenn 47: | ||
[[an:Amstelveen]] |
[[an:Amstelveen]] |
||
[[ca:Amstelveen]] |
|||
[[da:Amstelveen]] |
[[da:Amstelveen]] |
||
[[de:Amstelveen]] |
[[de:Amstelveen]] |
Stumm eus an 23 Kzu 2009 da 23:57
Amstelveen (distagañ: [1]) a zo ur gêriadenn-kêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Ul lodenn eus tachenn meurgêr Amsterdam eo. E kêr Amstelveen e kaver an distrigoù ha kêriadennoù da-heul : Amstelveen, Bovenkerk, Westwijk, Nes aan de Amstel hag ul lodenn eus Ouderkerk aan de Amstel . Dont a ra an anv Amstelveen eus hini ar stêr 'Amstel' hag eus 'veen' hag a dalvez lanneg pe taouarc'heg. En Amstelveen emañ sez KLM .[1] hag ivez sez KPMG.
Istor
E-pad ma oa aloubet an Izelvroioù gant ar C'hallaoued (1810-1814) e oa Amstelveen kêrbenn an departamant gall anvet Zuiderzee, ha betek 1964 e voe anvet Nieuwer-Amstel. Un dorp (kêriadenn) bras eo Amstelveen, dre ma ne voe biskoazh mogeriet. Ardamez Amselveen a zo diazezet war hini Amsterdam (teir c'hroaz), unan a zo bet ouzhpennet. En Amstelveen e kaver an Thijssepark hag a voe an heempark (liorzh-louzawouriezh) kentañ en Izelvroioù hag unan eus ar 16 heempark pe heemgroen a gaver en Amstelveen. Aozet e voe gant an arkitektour C.P.Broerse diwar mennozhioù an naturour izelvroat Dr.Jac. P. Thijsse. Aozet e voe etre 1940 ha 1972, 5 hektar gorread a zo dezhi, hag emañ e su Amsterdamse Bos. Ar c'hentañ ministr Jan Peter Balkenende a stagas gant ar politikerezh en Amstelveen, ma voe kuzulier-kêr. Tost ouzh aerborzh Schiphol emañ Amstelveen ivez. Ur metro hag un tram a zo da vont da Amsterdam.
Kuzul-kêr
E kuzul-kêr Amstelveen ez eus 35 dileuriad:
- VVD - 9 dileuriad
- PvdA - 8 dileuriad
- GroenLinks - 5 dileuriad
- Burger Belangen - 5 dileuriad
- CDA - 4 dileuriad
- D66 - 2 zileuriad
- Christen Unie - 1 dileuriad
- OCA/VSP - 1 dileuriad
Gevellerezh
Da welout
- Mirdi CoBRa e kreiz-kêr (Stadshart) Amstelveen
- Mirdi Jan van der Togt
- An ti ma voe ganet an arzour Jan Cornelis Hofman
- Un delwenn da Rembrandt war ribl ar stêr is Amstel, war-du gevred Amstelpark
Notennoù
Liammoù diavaez
|