Mont d’an endalc’had

Hiroshima

Eus Wikipedia
Hiroshima
city designated by government ordinance, prefectural capital of Japan, port settlement, kêr vras, city of Japan
Rann eusSassenhirofuku, 100 municipalities with water, Hiroshima metropolitan area Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Ebr 1889 Kemmañ
Lesanv3Bの街 Kemmañ
Anv ofisiel広島市 Kemmañ
Anv er yezh a orin広島市 Kemmañ
Anv e kanaひろしまし Kemmañ
DiazezerMōri Terumoto Kemmañ
Named byMōri Terumoto Kemmañ
Kan broadelmunicipal anthem of Hiroshima Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Kêr-benn eusHiroshima Prefecture, Hiroshima Domain Kemmañ
Kêr-bennNaka-ku Kemmañ
E tiriadHiroshima Prefecture Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+09:00 Kemmañ
Pastell-vro votiñHiroshima 1st district, Hiroshima 2nd district, Hiroshima 3rd district, Hiroshima 4th district Kemmañ
War riblŌta River, Hiroshima Bay, Seto Inland Sea Kemmañ
Lec'hiadurHiroshima Plain Kemmañ
Daveennoù douaroniel34°23′7″N 132°27′19″E Kemmañ
Poent uhelañMount Ōmine Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Hiroshima Kemmañ
Penn an aotrouniezhKazumi Matsui Kemmañ
Korf lezenniñQ11484650 Kemmañ
Furm lezennelordinary local public entity Kemmañ
Perc'henn warHiroshima Municipal Stadium, Hiroshima Sun Plaza, Hiroshima Municipal Stadium, Q11484671, Q11484672 Kemmañ
Yezh implijetHiroshima dialect Kemmañ
Darvoud-alc'hwezatomic bombing of Hiroshima Kemmañ
Kod-post730-8586 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.city.hiroshima.lg.jp/ Kemmañ
Hashtag広島市 Kemmañ
Arouez ofisielCinnamomum camphora, Nerium oleander Kemmañ
Istortimeline of Hiroshima Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Hiroshima Kemmañ
Kod pellgomz an takad82 Kemmañ
Roll elfennoùQ28683158 Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Hiroshima Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Hiroshima Kemmañ
Map
Kreiskêr Hiroshima e 2006

Hiroshima (広島市 Hiroshima-shi, da lâret eo "Enezennn ledan" e japaneg) a zo ur gêr hag ur porzh eus Japan. Kêr-benn prefeti Hiroshima eo. Emañ war aod norzh mor diabarzh Seto, en enezenn Honshū, e kornôg Bro-Japan. Chomet eo brudet en Istor Bombezadeg Hiroshima e miz Eost 1945.

Kent ar vombezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kastell Hiroshima

Hiroshima a oa savet e 1589 en aod nozh mor diabarzh Seto (Setonaikai) gant an aotrou Terumoto Mori. Sevel a reas Kastell Hiroshima war an enezenn vrasañ a oa etre brec'hioù ar stêr Ōta, alese an anv kemeret gant ar gêr.

Hiroshima a zeuas da vezañ ur gêr vras e-pad an oadvezh Meiji. E 1910, e oa 143 000 a dud o chom enni, hag e niveradeg 1940, e oa 344 000 annezad o chom eno[1] E-doug Brezel Sina ha Japan, Hiroshima a zeuas da vezañ unan eus bonnoù pennañ eus arme impalaeriezh Japan. Mirout a reas ar roll-se e-pad an oadvezh Shōwa.

E-pad an Eil Brezel Bed, Hiroshima a oa unan eus ar c'hreizennoù strategek a dalveze da zifenn holl su Bro-Japan hag ur greizenn greanterezh pouezus-kenañ. Just dirak porzh kêr, war Enez Okunoshima, e oa bet savet ul labouradeg a brodue gaz brezel staget ouzh rouedad strolladoù enklask Shiro Ishii[2]. Gant kresk an impalaeriezh e oa produet eno a bep seurt armoù kimiek evel ar gaz sezv, al lewisite hag ar c'hianur[3]. Implijet e veze ar gazoù-se a-enep ar soudarded hag ar siviled eus Sina peurgetket evel en taolioù-arnod renet war an dud gant strolladoù Shiro Ishii[4].

Kentañ bombezadeg atomek ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêr Hiroshima,just goude bombezadeg 1945

Distrujet e oa kêr Hiroshima gant ur vombezenn atomek d'ar 6 a viz Eost 1945. E 1945, e oa bet choazet 6 pal gant an amerikaned evit ar vombezenn nukleel : Hiroshima, Nagasaki, Kokura, Niigata, Kyōto ha Yokohama. D'ar 6 a viz Eost 1945, da 2e 45 (eur lec'hel), ar bombezer B-29 bleinet gant Paul Tibbets, badezet Enola Gay diwar anv e vamm, a zibradas diouzh tachenn Tinian, gant ur vombezenn atomek dre uraniom 235 dezhi 15 kilotonn nerzh, lesanvet Little Boy. 12 den a oa er pare, 4 skiantour en o zouez. Daou vB-29 a heulie anezhañ hag a gase ar binviji skiantel ret da vuzuilhañ ha da zielfennañ an darzhadenn.

Da 7 e 09 e sonas ar galv-diwall a-enep ar c'hirri-nij en Hiroshima rak gwelet e oa bet ur c'harr-nij en e unan. Ar B-29 arsellerezh an amzer Straight Flush an hini e oa. D'ar memes koulz e tremene daou garr-nij all a-us Kokura ha Nagasaki gant ar memes kefridi. Mat-tre e oa an amvaezad amzer a-us Hiroshima ha choazet e oa ar gêr evit ar vombezadeg. Paouez a reas ar galv-diwall e kêr da 7e 30. Ne oa ket bet bombezet stank Hiroshima e-pad ar brezel ha boaz e oa an annezidi da welet bombezerioù amerikan o tremen a-us dezhe da vont pelloc'h en norzh.

Ar vombezenn, goloet a sinadurioù hag a gunujennoù evit ar Japaned a oa armet e-doug ar nijadenn ha taolet da 8e 15, war-dro 9000 metr a-us kêr. Da 8e 16 munut 2 eilenn (eur lec'hel), goude 43 eilenn, e tarzhas ar vombezenn da 600 metr a-us d'al leur, dreist a-zioc'h ospital Shima (34° 23′ 41″ N 132° 27′ 17″ E / 34.39482, 132.45483 ), e-kreiz ar gêr, e gevred ar Pont Aioi a oa al lec'h bizet gant ar c'harr-nij abalamour ma oa aes da anavout gant e stumm e « T ».

An darzhadenn, kevatal da hini 15 000 tonn TNT, ar zistrujas ar gêr betek al leur. 75 000 den a oa lazhet war an taol. En o zouez e oa un drederenn soudarded, rak e kêr edo sez An Eil arme hollek (第2総軍, Dai-ni Sōgun) krouet d'an 8 a viz Ebrel 1945 diwar divodadur Komandamant an difenn hollek (防衛総司令部, Bōei Soshireibu) karget da zifenn kornôg Japan, hag hini kalz arsanailhoù ha tachennoù kirri-nij. E-doug ar sizunvezhioù goude, ouzhpenn 50 000 den muioc'h a varvas. Diresis e chom niver klok ar re varv ; emañ war-dro 250 000 den. Diwar an 90 000 savadur a oa e kêr, 62 000 a oa distrujet penn-da-benn. Ne chomas roud ebet eus an annezidi a oa o chom tostoc'h evit 500 metr diouzh lec'h an darzhadenn.

Pa oant o vont war o giz, ar soudarded a oa er c'hirri-nij a welas an "tok-touseg" e-pad 500 kilometr. Hennezh a oa savet e daou vunut betek 10000 metr uhelder. Douarañ a reas an Enola Gay 6 eurvezh diwezhatoc'h e Tinian. Roet e oa medalennoù d'an akipaj diouzhtu.

Goude ar vombezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Genbaku Dome, goude an darzhadenn nukleel
Hiroshima a-raok an Eil Brezel Bed

Hiroshima a oa adsavet penn-da-benn goude ar brezel. Diwar intrudu e vaer, Shinzo Hamai e oa anvet Keoded ar peoc'h gant Parlamant Bro-Japan e 1949. Miret e oa dismantroù ar Genbaku Dome, unan eus ar savadurioù nemeto na oant ket bet distrujet penn-da-benn gant an darzhadenn, e-giz testeni.

Savet e oa ur mirdi ar peoc'h, a oa treset gant an tisavour Kenzo Tange. Ul liorzh bras, Liorzh eñvor ar peoc'h, 12 kantar dindanañ, tost da hipokreiz an darzhadenn, ma vez aozet ul lid-koun, d'ar 6 a viz Eost. Eno e kaver kalz monumantoù en eñvor an dud marvet goude an darzhadenn.

E miz Du 2010 e-pad kendalc'h Hiroshima, an dalaï-lama ha pemp loread all eus Priz Nobel ar peoc'h o deus kemeret perzh e kendalc'h loreidi Priz Nobel ar peoc'h. Gouestlet e oa ar c'hendalc'h d'an dizarmerezh nukleel hag aozet e Hiroshima. Wuer Kaixi, unan eus pennoù ar studierien e-pad manifestadegoù ar blasenn Tian'anmen e 1989, a oa eno en anv kentañ loread priz Nobel ar peoc'h e Sina, Liu Xiaobo, e prizon d'ar c'houlz-se. Goulennet en deus e vez dieubet Liu Xiaobo ha disklêriet « e talc'he an dud a stourme evit an demokratiezh ha difennerien Gwirioù Mab-Den da vezañ handeet ha lakaet en toull-bac'h e Sina d'ar mare ma oa e Hiroshima »[5].

Evel m'emañ e-mesk ar 17 kêr eus Japan (政令指定都市, Seirei shitei toshi), kêr Hiroshima he deus galloudoù ouzhpenn ar re a vez roet da gustum da gêrioù Bro-Japan ha kemeret diwar re prefeti Hiroshima. Rannet eo en 8 arrondisamant :

  1. What was the population of Hiroshima before World War 2 ?
  2. Hal Gold, Unit 731 Testimony, 2003, p. 57
  3. Gold, idem, p 58
  4. Gold, ibid.
  5. L'Express, 12 a viz Du 2010 : "Appel à la libération du dissident Liu Xiaobo au sommet des Nobel de la Paix"