Kimiezh
Neuz
(Adkaset eus Kimiour)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kimiezh (e gresianeg χημεία) a zo skiant ar materi hag e etreober gant an energiezh ha gantañ e-unan (doareoù all etreoberiañ a vez kavet e skiantoù ar fizik hag ar vevoniezh).
O vezañ m'eo liesdoare ar materi, hemañ dreist-holl graet gant atomoù, peurvuiañ ar gimiourien a bled gant etreober an atomoù evit mont da vezañ molekulennoù hag a studi ivez an etreober a vez etre ar molekulennoù.
Kelennoù pennañ ar gimiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre voaz e vez rannet ar gimiezh etre un nebeud kelennoù bras, met kavet e vo ouzhpenn treuzkelennoù ha tachennoù-studi arbennik-kenañ.
Tachennoù all :
- Elektrokimiezh
- Farmakologiezh
- Kimiezh an aergelc'h
- Kimiezh dreistvolekulel
- Kimiezh an endro
- Kimiezh galonennel
- Kimiezh ar polimerioù
- Kimiezh vezegel
- Skiantoù danvezel
- Termokimiezh
Anvadur ar gimiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ar pennad pennañ : Anvadur ar gimiezh