Kupidon
Amourig, pe Kupidon (pe Cupido e latin, da lavarout eo "c'hoant", pe Amor) eo doue ar c'hoant hag ar garantez gant ar Romaned. El livadurioù e vez diskouezet evel un aelig. Tostaet e vez ouzh an doue hellazat Eros. En anv latin eo splann ar c'hoant feuls, a zo Himeros e gregach, met war-bouez an dra-se eo heñvel orin an doue e daou zoare ar vojenn. En arz e lavarer a-wechoù "Amores" (liester) pe "amorini" pa gomzer eus Amouriged askellek an taolennoù .
Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo Kupidon, war a gonter, eus karantez an doueed Meurzh ha Gwener. Kenkent ha ganet avat e komprenas Yaou, diouzh e welout ken koantik, pegement a reuz a vije er bed en abeg dezhañ. Ma klaskas rediañ Gwener da en em zizober anezhañ. Neuze ez eas ar vamm da guzhat he mabig er c'hoadoù, ma sunas laezh al loened ferv. Pa voe kreñv a-walc'h da zougen ur wareg e reas unan, ha saezhioù war-lerc'h, hag ec'h esaas e c'hoariell war al loened a-raok mont d'ober war an dud. Pa gavas e oa deuet ampart a-walc'h e trokas gwareg ha saezhioù koad ouzh re all en aour.
Gwener neuze a eas da glemm ouzh an doueez Temis ne greske ket he mab, ma lavaras eben ne greskje ket keit ma n'en dije breur ebet. Hag ar vamm d'ober unan, anvet Anteros (« kontrol da Eros »), ha kreskiñ a rejont a-gevret. Ret eo kompren evel-se, a lavarer, ez eus ezhomm a garantez evit ma c'hallo ar garantez kreskiñ ervat.
Evel Eros e tiskouezer un Anteros evel ur bugelig askellek, gant e saezhoù, tan enne, ur flammerenn enaouet pe un tokarn pe ur goaf gantañ en e zorn, hag ur gurunenn roz, arouez ar plijadurezhioù .
A-wechoù e vez dall, rak ne wel ket ar Garantez pegen fall e c'hall an den karet bezañ. A-wechoù all e vez ur rozenn en e zorn, un delfin en dorn all. A-wechoù e vez gwelet entre Herakles ha Mercurius, arouezioù an nerzh hag an helavarded, perzhioù talvoudus en aferioù karantez.
Alies e vez gwelet o c'hoari gant e vamm, pe etre he divvrec'h. A-wechoù e vez diskouezet evel ur paotr yaouank, ur c'hrennard.
Ar skeudennoù anezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perurvuiañ e weler Kupidon evel ur bugel seizh pe eizh vloaz, arouarek, lemm e lagad, armet, gant gwareg ha saezhioù.
E loened, vinvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou evn a blij dezhañ dreist ar re all, ar c'hilhog hag an alarc'h, a zo ivez evn an doueez Gwener. A-wechoù e wisk divaskell ar bultur, arouez ar grizded.
Gaoliata an alarc'h a ra ha pokat d'e c'houzoug. Pa vez war gein ar maout e vez stad ennañ evel pa vije war gein ul leon pe war chouk Herakles. Pa vez tokarn war e benn, goaf pe skoed en e zorn, e c'hoari e damm soudard, da ziskouez eo eñ a vez trec'h dalc'hmat, ha betek war an doue Meurzh.
Azeulerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un ael bihan koant eo Kupidon, koant evel ur bugelig kuilh. Divaskell zo dezhañ, nemet ne vez ket fur evel un ael pa vez e wareg gantañ, ha pa denn e saezhioù war an dud.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kupidon ha Psic'he, gant Jean-Baptiste Regnault
-
Gwener hag Amourig, gant Alessandro Varotari
-
Kupidon kousket, gant Battistello Caracciolo, war-dro 1616, Whitfield Fine Art