Mont d’an endalc’had

Leberon

Eus Wikipedia

Al Leberon (okitaneg; Luberon e galleg) a zo un torosad maen-raz damuhel en Okitania, e Provañs, etre departamantoù Vauclusa hag Alpoù Provañs-Uhel. 60 km hed a zo dezhañ war 5 km led dre vras.

Teir menezeg a zo:

  • lo Leberon Orientau (Leberon ar sav-heol), er reter;
  • lo Grand Leberon (al Leberon bras), an hini uhelañ (gant 1 125 m e Morre Negre)
  • lo Pichòt Leberon (al Leberon bihan), er c'hornaoueg.

Mont a ra ar menez eus kêrioù Cavalhon, er c'hornaoueg, da hini Manòsca, er reter. En norzh eo bevennet gant kêr Ate ha traoñienn Calavon, hag er su gant ar stêr Durença ha kêr Pertús.

Al "Leberon Bras" gwelet eus ar gwalarn, gant gwienegi traoñienn Calavon en diaraog.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.