Mont d’an endalc’had

Mikroskop

Eus Wikipedia
Korrgresker optikel
A - Lagadell • B - Amkanell • C - Skor an draezenn • D - Ferennoù-goulaouiñ • E - Taol an draezenn • F - Melezour

Ur mikroskop[1] optikel anvet ivez korrgresker[2],[3] optek, zo ur benveg arveret evit arsellet traoù munut diwelus d'al lagad.

Harzoù ur c'horrgresker optikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Posubl eo implijout ur c'horrgresker optikel klaseg evit sellout ergorennoù o vent a c'hellont mont betek . Bonnet eo diarunusted ar c'horrgroskerioù abalamour d'amskogad al luc'h. Evit ar c'horrgreskerioù optikel e vez galvet ar bonn-mañ "bonn Abbe". Tu zo jediñ ar bonn Abbe, galvet , evit ur c'horrgresker ma e vez anavezet trohed al luc'h o treuziñ ar standilhon, feuriader gouskogañ etre an amkanell hag al lagadell hag an hanter-korn a ro ar gernenn luc'h diraezus brasañ.

Evit bezañ gouest da sellout ouzh ergorennoù o vent a zo bihanoc'h ez eo ret implijout ur c'horrgresker elektronek.

Korrgreskerioù a lieseurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lieseurt ar c'horgreskerioù optikel a vez kavet hervez ar pezh on eus c'hoant arseliñ.

E-touez ar c'horrgreskerioù implijet ez eus tu menegiñ: ar c'horrgresker dargemm, ar c'horrgresker koulz hag ar c'horrgresker dre kendreluc'hañ.

  1. Geriadur brezhoneg', An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
  2. KIS/SADED, Dafar 63, Preder, 1963, p. 24
  3. AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 (ISBN 978-2-901383-64-2)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.