e-mesk
Neuz
Brezhoneg
- Testeniekaet en krennvrezhoneg (e mesq), kar d'ar gerioù ymysg e kembraeg, yn mysk e kerneveureg hag am measg aet da measg en iwerzhoneg hag e skoseg, dezho ar memes ster, eus ur ger keltiek *in med-skō (« e-kreiz »), a zo deveret an eil term anezhañ eus ar wrizienn MEDH (« kreiz ») a gaver er gerioù मध्य madhya e sañskriteg, *μεθ-yο- aet da μέσος aet da μέσος, mésos (« kreiz ») en henc'hresianeg, med-iu-s e latin, mid-ji-s e goteg, (a)mid e saozneg, mit, mitte en alamaneg, h.a.[1]
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | |
U2 | |
U3g | |
U3b | |
L1 | en hor mesk |
L2 | en ho mesk |
L3 | en o mesk |
D |
e-mesk /eˈmesk/
- E-touez (dirak un anv hollek, lies pe stroll).
- E-mesk an drein. — (?, p. ?.)
- — Du-man euz eur c’hi hanvet Korsako hag a oar ober brao kenan he vele e mesk ar c’holo ; ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 60.)
- Al loened gouez a ioa dinec'h ; ne gouient ket e ranke kristenien dont da loja er meaz eveld'ho, e kreiz ar c'hoajou hag e mesk al lann. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 12.)
- Nann, n’oc’h euz ket a c’hoant da vont e mesk tud hag a ra kement a draou fall ; ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 13.)
- Per, gant aon d'ober trouz e-mesk ar c'hoad, a yeas dre an hent, egile dre ar park ; [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 49.)
- "[...]. Amañ, pa dremenan, e kavan bepred ma gwele 'barzh ar c'hraou, e-mesk ar plouz," e lâras a vouezh uhel. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 95.)
- Me a oa kouezhet e-mesk an drez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 205.)
- Sell, ur glesker bihan e-mesk ar geot ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 175.)
- A-gevret gant (evit merkañ ar strollañ).
Gerioù heñvelster
Stummoù rannyezhel
Troidigezhioù
Roll an daveoù :