Mont d’an endalc’had

ilin

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Kavet en henvrezhoneg (olin).
Meneget er C'hatolikon (elin).
Da geñveriañ gant ar gerioù elin en kembraeg ha kerneveureg, uillinn en iwerzhoneg.
Deuet eus ur ger keltiek *olīnā, a zeufe eus ur henstumm indezeuropek *Heh₃l-ḗn,[1] da dostaat ouzh ulna « arvrec'h » en latin, aleina « arvrec'h » en goteg hag ōlénē « ilin » en henc'hresianeg.[2]
Gwelet ivez uilleann-pipes (binioù-ilin en brezhoneg).

Anv-kadarn

ilin /ˈiːlin/ gourel (daouder daouilin)

  1. (Korfadurezh) Tu diavaez pleg ar vrec'h.
    • Sevel a ris war ma ilin, daoust d'am foan-benn, [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 162.)
    • Deredek a ra tremazañ, e c'hoaf startaet e pleg e ilin dehou, o kinnig toullañ-didoullañ e enebour. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 63.)


Gerioù heñvelster

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

Gwelet ivez

Daveoù

Roll an daveoù :

  • [1] : Guus Kroonen, Etymological Dictionary of Proto-Germanic, Leyden, Brill, 2013, p. 22.
  • [2] : Ranko Matasović, Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Leyden, Brill, 2009, p. 297-98.