Enez Vreizh, Britannia e latin, zo unan eus an anvioù a vez roet da Vreizh-Veur evit ober anv eus ar vro ma oa diazezet ar Vrezhoned betek aloubidigezh ar Saozon.

Enez Vreizh er bloaz 802. Graet eo bet ar gartenn e Skol-veur Austin, e Texas (gant studierien?). En 802 ne oa ket unanet Iwerzhon na savet kêr Dulenn. Ne oa ket unanet Kembre, ha biskoazh n'eo bet ken bras hanternoz Kembre!

Yezhoù all

kemmañ
  • En saozneg e vez graet anv eus Celtic Britain, Roman Britain, pe Medieval Britain, hervez ar mareadoù.
  • En galleg e vez lavaret Bretagne insulaire eus Enez Vreizh.
  • E kembraeg e vez lavaret Prydain, a zo bet amprestet d'ober Preden e brezhoneg, d'ober anv eus Breizh-Veur, ha diwar-se
    • Ynys Brydain eus Enez Vreizh, er ster istorel a roer e brezhoneg,
    • Ynysoedd Prydain eus an inizi anvet Brish Isles e saozneg, da lavarout eo Iwerzhon hag an inizi tro-dro koulz hag all.

Amzer ar Romaned

kemmañ

En amzer ar Romaned e oa div rann en enezenn:

  • ar vro aloubet gant ar Romaned, anvet proviñs Britannia gant an alouberien, goude 122-128, pa'z eo bet savet Moger Hadrian.
  • Kaledonia, pe bro ar Bikted, ar vro na voe ket aloubet gant ar Romaned (al lodenn se a zo bet dindan Roma eus 84 da 122).

Rouantelezhioù Enez Vreizh

kemmañ

Pan eas kuit ar Romaned e 410 (fazius. gwelout bloaz 418, Anglo-Saxon-Chronicle) e voe savet rouantelezhioù brezhon nevez e proviñs roman Britannia:

Diwezhatoc'h e teuas tud all da sevel rouantelezhioù nevez:

Diwezhatoc'h c'hoazh e teuas Daned, pe Vikinged eus Danmark.
Goude ar bloavezh 1000, Normaned gant Gwilherm an Alouber.

Pennadoù kar

kemmañ