Kalon
Un organ kigennek eo ar galon. Karget eo da gas ar gwad dre ar gwazhied dre he stegnadennoù.
Iskevrennad eus | animal organ |
---|---|
Rann eus | Gwazhiadurezh |
Implij | blood circulation |
Studiet gant | cardiology |
Kavet en takson | loen |
Anatomical location | Kavenn ar brusk |
Arterial supply | right coronary artery, left coronary artery |
Venous drainage | superior vena cava |
Innervated by | cardiac plexus |
Development of anatomical structure | heart development |
Staget ouzh | artery, vein |
Dezverket dre | heartbeat |
Produced sound | heart sound |
ID en Thesaurus NCI | C12727 |
Arouezenn Unicode | 🫀 |
Kalon ar mellkeineged a zo un organ kleuz, goloet gant ul lienenn anvet an amgalonenn, hag a ya en-dro war-bouez ar c'haher kalon, ur gigenn emren en he stegnadennoù.
Kalon an den
kemmañKorfadur ha kefridi
kemmañDispartiet eo an tu dehou hag an tu kleiz eus ar galon gant un doare speurenn gigennek tev, kuit ma veskfe ar gwad oksigenet gant an hini karget a zioksidenn garbon (CO2). A-drugarez da drapigoùigoù e vez kaset ar gwad d’un tu nemetken. Ar galon, hag a zo keflusker red ar gwad, a zo div lodenn dezhi e gwirionez, div lodenn staget ha dispartiet war an dro.
Gant ar c'hofigoù e vez kaset ar gwad war-du an organoù pe ar skevent ha gant se eo tevoc'h an amgalonenn enno, en hini kleiz dreist-holl.
Dioksigenet eo ar gwad a erru dre ar gwazhiennoù kav (11 ha 3) e kentez dehou ar galon(1); dre an trapig tribroudek (12) ez a tre er c'hofig dehou (10), er c'has gant nerzh dre drapig ar skevent (13) ha talmerenn ar skevent (5) betek ar skevent, ma vez tennet an dioksidenn garbon ha lakaet oksigen.
Karget a oksigen eo ar gwad a erru dre wazhienn izelañ ar skevent(6) er gentez kleiz (2) ; dre an trapig mintrek (7) ez a tre er c'hofig kleiz (9), er c'has gant muioc'h a nerzh c'hoazh dre drapig an aortenn (8) hag an aortenn (4) betek an organoù.
Skarzh ingal ar gwad er-maez eus ar galon a c'hall bezañ muzuliet aes : an talm eo.
Ar galon ivez a rank bezañ maget rak implijout a ra ar c'haher un tamm mat eus an oksigen douget er gwad. Dre ar c'hurunerennoù kleiz ha dehou e vez maget.
1 - Kentez dehou |
Kelc'hiad ar galon
kemmañEtre 55 ha 80 argrezad dre vunutenn eo talm un den-gour en diskuizh, evit ur fonnder etre 4,7 ha 5,7 litrad gwad dre vunutenn (n'eo nemet keidennoù !). Ouzhpenn 2 viliard a dalmadennoù a vez e buhez un den. Pep talmadenn zo e-gwirionez un heuliad oberiadennoù anvet kelc'hiad ar galon, a c'hoarvez e tri mare : sistol ar c'hentezioù, pa strizhont da gas ar gwad d'ar c'hofigoù, heuliet gant hini ar c'hofigoù evit kas ar gwad oksigenet dre an talmerennoù, ha diastol pa zistrizh ar galon da zegemer red ar gwad paour.
- E-kerzh sistol ar c'hentrezioù, e dibenn an diastol, en em argrez ar c'hentrezioù a-benn peurleuniañ ar c'hofigoù. Raktal goude en em serr an trapigoù mitrek ha tribroudek, ar pezh a vir ouzh ar gwad a bignat en-dro.
- Sistol ar c'hofigoù eo strizhadur ar c'hofigoù hag a skarzh ar gwad en talmerennoù. Serriñ a ra an trapig an aortenn ha hini ar skevent. Kregiñ a ra ar gwad da zistreiñ er c'hentezioù.
- Dinerzh penn-da-benn eo ar galon e-pad an diastol. Distrizhañ a ra, ha leuniet eo ar c'hentrezioù en-dro dre ar gwazhiennoù gav uhelañ hag izelañ, ha dre wazhiennoù ar skevent.
Un drederenn eus ar c'helc'hiad eo padelezh ar sistoloù, ha 2/3 hini an diastol.
Skarzh ingal ar gwad e-maez eus ar galon a c'hell bezañ muzuliet aes : an talm eo.
Pennadoù kar
kemmañ