22 Kerzu
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1789 : un dekred a grou pemp departamant e Breizh (Aodoù-an-Norzh, Il-ha-Gwilen, Liger-Izel, Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed).
- 1894 : kondaonet eo Alfred Dreyfus evit trubardiezh.
- 1989 : roet lamm da Nicolae Ceauşescu, penn Roumania.
- 2001 : aet Hamid Karzai da brezidant Afghanistan.
Ganedigezhioù
- 1639 : Jean Racine, dramaour gall († 21 a viz Ebrel 1699 e Pariz).
- 1740 : Claude Le Coz, eskob Roazhon e 1791 hervez al lezenn evit keodediñ ar gloer († 3 a viz Mae 1815 e Villevieux).
- 1815 : Marmaduke Wyvill, politikour ha mestrc'harier echedoù saoz († 25 a viz Mezheven 1896 e Bournemouth (Bro-Saoz)).
- 1949 : Robin Gibb, ezel eus ar strollad sonerezh The Bee Gees († 20 a viz Mae 2012 e Londrez).
Marvioù
- 69 : Vitellius (Aulus Vitellius Germanicus diouzh e anv gwir), impalaer roman (° 24 a viz Gwengolo 15 e Nuceria Alfaterna (Italia)).
- 1641 : Maximilien de Béthune, dug Sully (° 13 a viz Kerzu 1560 e Perdreauville).
- 1968 : Antonio Sacconi, mestrc'hoarier echedoù italian (° 5 a viz Here 1895 e Roma).
- 1989 : Samuel Beckett, skrivagner iwerzhonat ha Priz Nobel al Lennegezh (° 13 a viz Ebrel 1906 e Carraig an tSionnaigh (Iwerzhon)).
- 2007 : Julien Gracq, skrivagner gall (° 27 a viz Gouere 1910 e Saint-Florent-le-Vieil).
- 2008 : Lansana Conté, prezidant Ginea etre 1984 ha 2008 (° e-tro 1934 e Moussayah Loumbaya (Ginea c'hall d'ar mare-se)).
Lidoù
- Iliz katolik roman:
- santez Eved, c'hoar da sant Deved, enoret en Eskevien hag e Gwaien (VIvet kantved);
- santez Franseza-Zavier Kabrini, leanez Misionerezed ar Galon sakr, patronez an enbroidi (✝ 1917).