Mont d’an endalc’had

Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
O saveteiñ 1 mammenn hag o tikedenniñ 0 evel marv.) #IABot (v2.0.9.5
 
(2 stumm da c'hortoz gant 2 implijer kuzhet.)
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:Abbayestm.jpg|thumb|right|280px|Rivinoù abati Lokmazhe hag an tour-tan]]
[[Skeudenn:Abbayestm.jpg|thumb|right|280px|Rivinoù abati Lokmazhe hag an tour-tan]]
[[Skeudenn:LokMazhe02.JPG|thumb|right|160px]]
[[Skeudenn:LokMazhe02.JPG|thumb|right|160px]]
[[Restr:Abbaye Saint-Mathieu de Fine-Terre dans Monasticon Gallicanum.jpg|thumb]]
'''Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed''' a oa un abati e [[Beg Lokmazhe]], war douaroù kumun [[Plougonvelen]] hiziv. Un abati bras eo bet, met hiziv ne chom nemet rivinoù anezhañ.
'''Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed''' a oa un abati e [[Beg Lokmazhe]], war douaroù kumun [[Plougonvelen]] hiziv. Un abati bras eo bet, met hiziv ne chom nemet rivinoù anezhañ.


Linenn 106: Linenn 107:
{{Commons|Category:Abbaye_de_Saint-Mathieu_de_Fine-Terre|Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed}}
{{Commons|Category:Abbaye_de_Saint-Mathieu_de_Fine-Terre|Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed}}
*[http://www.chez.com/saintmathieu/ Fouille archéologique à l’abbaye Saint-Mathieu] (e galleg)
*[http://www.chez.com/saintmathieu/ Fouille archéologique à l’abbaye Saint-Mathieu] (e galleg)
*[http://breton.coatmeal.free.fr/textes_stmathieu/saintmathieu_index.htm Lec’hienn diwar-benn Kozmeal – Lokmazhe]
*[https://web.archive.org/web/20101123190741/http://breton.coatmeal.free.fr/textes_stmathieu/saintmathieu_index.htm Lec’hienn diwar-benn Kozmeal – Lokmazhe]
*[http://www.amis-st-mathieu.org/sommaire.php3 Association des Amis de Saint-Mathieu]
*[https://web.archive.org/web/20080718155403/http://www.amis-st-mathieu.org/sommaire.php3 Association des Amis de Saint-Mathieu]


[[Rummad:Abatioù Leon|Lokmazhe Penn-ar-Bed, Abati]]
[[Rummad:Abatioù Leon|Lokmazhe Penn-ar-Bed, Abati]]

Stumm red eus an 6 Eos 2024 da 10:17

Rivinoù abati Lokmazhe hag an tour-tan

Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed a oa un abati e Beg Lokmazhe, war douaroù kumun Plougonvelen hiziv. Un abati bras eo bet, met hiziv ne chom nemet rivinoù anezhañ.

Hervez ar richenn e vije bet savet an abati kentañ eno er VIvet kantved gant sant Tangi, war douaroù en doa bet da hêrezh etre porzh Brest ha beg Lokmazhe. Dibabet en dije al lec’h digenvesañ a oa, dirak ar mor, war ur beg-douar.

Kavout a ra d’an istorourien e oa bet savet an abati, evit gwir, gant sant Tangi hag un nebeud menec’h all.

Ar rivinoù a weler bremañ war Beg Lokmazhe n’int ket re un abati eus ar VIvet kantved avat, hogen re ur manati savet gant Beneadiz en XIvet ha XIIvet kantved. Iliz an abati a voe savet etre 1157 ha 1208, ha kempennet er XIVvet ha XVvet kantved.

Hervez ur richenn all e oa bet degaset di korf sant Vazhev, en IXvet kantved, gant martoloded eus Breizh a oa bet war vor betek Ejipt. Un abati nevez a vije bet savet neuze da reiñ bod da relegoù ar sant.

Er XIVvet kantved e oa pinvidik an abati hag en-dro dezhañ e oa kresket ur gêr vihan, enni ouzhpenn 2 000 a annezidi. Taget e veze dibaouez gant morlaeron a bep seurt. Neuze e voe divizet gant ar venec’h lakaat sevel mogerioù-kreñv tro-dro. En ur skrid eus ar 25 a viz Mezheven 1332, gant an dug Yann III, e lenner e voe roet urzh da ziskar un dek ti bennak tro-dro d’an abati evit gallout sevel ar mogerioù-kreñv-se.

Mont a reas an abati da get, dre ziouer a venec’h, da vare an Dispac'h gall. Ha distrujet e voe ul lodenn eus ar savadur d’ar mare-se ivez.

Roll an abaded

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaded reoliek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Simeon 870

Eon

Turien pe Tiritien

Kurion

  • ---/---

Gurhedus 1104

Daniel 1110

Perennes 1157

Herve +1218

Riwallon +1229

Yves I de la Palue

Yves II de la Palue

Even

Yves III +1315

Guillaume I de Kerlec’h 1315 1322

Fulup 1343

Guillaume II de Kerlec’h Dogan

Guillaume III de Kerlec’h 1390 +1400

Even Glebeuf

Jean Rouxel 1400 1422

Guillaume IV de Kerlec’h 1430 1470

Jean Nouel + 1486

Antonio de Grassi 1486

Jean de la Forest 1486-1487

Jean Brunet 1487 1515

Abaded in commendam

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Herri le Jacobin 1515 1524

Herve a Germeno 1533

Hamon Barbier 1533 1552

Klaod Dodieu 1552 1558

Fañch Kernechriou 1571

Cosme Ruggieri 1585 1615

Andrev Liza 1615 1617

Yann Roger de Foix 1617 1628

Loeiz de Jant 1628

N l’Alat -1633

Loeiz de la Fumée 1634 1657

Loeiz de Menou 1658 1702

Klaod de Menou 1702 1721

Leonor de Romigny 1723 1739

Yann-Loeiz Gouyon de Vaudurand 1739 1780 Adrin de Robien 1780 1790

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Saint-Mathieu de Fine Terre, aktaoù kollok 1994, CRBC - Association des Amis de Saint-Mathieu, 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.