Mont d’an endalc’had

Mazhev (avielour)

Eus Wikipedia
Mazhev hag an ael, livet gant Rembrandt
Galvedigezh Sant Vazhev, livet gant Caravaggio.
Merzherinti Mazhev, livet gant Caravaggio

Unan eus daouzek abostol Jezuz e oa Mazhev, hag oberour unan eus ar Pevar Aviel.

Lidet e vez d'an 21 a viz Gwengolo e broioù ar C'huzh-heol ha d'ar 16 a viz Du e broioù ar Sav-heol.

Hervez ar venec'h en Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed e vije degouezhet relegoù penn an abostol e Penn-ar-Bed eus Bro-Egipt den ne oar dre benaos.

Skeudennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wech eo bet livet Mazhev gant an arzourien. Tri livadur gantañ zo en iliz Sant Loeiz ar C'hallaoued (San Luigi dei Francesi) e Roma, graet gant Caravaggio.

Diskouezet e vez alies gant un ael (darn a lavar gant un den askellek). Diskouezet e vez ivez gant ul levr, ur roll paper (dre ma'z eo avielour), hag a-wechoù gant ur c'hleze (dre ma'z eo bet merzheriet gant ur c'hleze).

Ur film, e gwenn ha du, anvet An Aviel hervez Mazhev zo bet graet gant Pier Paolo Pasolini diwar skrid Mazhev.