Mont d’an endalc’had

Angèle Vannier

Eus Wikipedia
Stumm eus an 19 Gou 2012 da 07:43 gant Prieladkozh (kaozeal | degasadennoù) (Pajenn krouet gant : "‘’’Angèle Marie Thérèse Vannier’’’, pe ‘’ ’’’Angèle Vannier’’’ c’hoazh, a oa bet ganet d’an 12 a viz Eost 1917 e [[Sant-Servan]...")
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

‘’’Angèle Marie Thérèse Vannier’’’, pe ‘’ ’’’Angèle Vannier’’’ c’hoazh, a oa bet ganet d’an 12 a viz Eost 1917 e Sant-Servan, pa oa dizalc’h ar gumun-mañ c’hoazh a-raok bezañ liammet ouzh Paramé ha Sant-Maloù.

Desavet e oa bet betek hec’h 8 vloaz gant he mamm-gozh a-berzh mamm a veze o chom e Bazeleg-ar-Veineg. Da c’houde e oa aet d’ar Skol e Roazhon evit mont da apotikerez. Siwazh, skoet dall d’he 21 bloaz e voe ret dezhi paouez.

Distro da di he bugaleaj e oa kroget da sevel barzhonegoù ha ne zistilhe da skrivañ nemet pa oant peurechu. E-pad an Eil Brezel-pad e oa en em gavet gant ur barzh, Théophile Briant e anv. Goprad kozh un ti-bank, deuet e oa-eñ da glask repu e Paramé ha gantañ e oa bet roet ton da Angèle da genderc’hel gant ar varzhoniezh. Gant Briant e oa bet savet e Paramé ar gazetenn ‘’Le Goéland ‘’ he doa kemeret perzh bras en oberezh sevenadurel Breizh.

Dimezet, aet e oa da chom e Pariz e-lec’h m’he doa kejet gant Paul Éluard : gantañ e oa bet savet ur rakskrid d’he dastumad ‘’L'Arbre à Feu’’. E 1950 he doa skrivet ur varzhoneg hag a oa bet lakaet da ganaouenn da c’houde gant ur sonaozer war-nes ober ur vicher dispar : Philippe Gérard. Kanet e oa bet ‘’Le Chevalier de Paris’’ gant Édith Piaf bet tapet Kentañ priz ar ganaouenn c’hall ganti. 185 enrolladenn disheñvel eus ar ganaouenn mil vrudet a oa bet savet er bed a-bezh, gant kanerien veur evel Yves Montand, Catherine Sauvage, Frank Sinatra dindan ditl ‘’When the World was young’’, Bing Crosby, Nat King Cole hag Marlène Dietrich ivez dindan ditl ’’Die Welt War Jung’’.

E 1971 he devoa degemeret Priz barzhoniezh an Akademiezh c’hall.

Goude terriñ he nask e oa distroet da Vreizh evit ober annez e Bazeleg-ar-Veineg evit gwir e 1973. Diwar neuze he devoa gouestlet he buhez d’ar varzhoniezh kenkoulz dre skrid ha dre gomz. Hep pellaat re na diouzh Pariz na diouzh Roazhon he doa berniet abadennoù barzhoniezh, abadennoù skinwel, prezegennoù e Bro-C’hall hag en estrenvro, oc’h adkavout hengoun ar varvailherien gelt. E 1975 e oa kouviadez ‘’Radioscopie ‘’, abadenn skingomz mil anavezet Jacques Chancel, hag ivez e abadenn skinwel, ‘’Le Grand Échiquier‘’.

E miz Eost 1975 he devoa savet un arvest barzhek e "Théâtre de poche" Hazhoù : ‘’Pierre de Nuit‘’. Adalek 1976 betek 1980 e oa bet fiziet en Angèle gant Ministrerezh an deskadurezh-Stad ar gefridi da vont da gizidikaat ar skolajidi hag ar liseidi ouzh ar varzhoniezh.

A-hed an holl vloavezhioù-se e oa bet embannet ganti meur a varzhoneg, evel  :

  • ‘’Les songes de la lumière et de la brume’’ (1947),
  • ‘’L'arbre à feu’’ (1950),
  • ‘’La nuit ardente’’ (1969),
  • ‘’Ordination de la mémoire’’ (1976),
  • ‘’Brocéliande que veux-tu ?’’ (1978).

Aet e oa da Anaon d’an 2 a viz Kerzu 1980 e Bazeleg-ar-Veineg, war-lerc’h ur c’hoariadenn e Turki.