Clarice Orsini
Neuz
Clarice Orsini (Roma war-dro 1453 – Firenze, 1487), zo ur briñsez italian, merc'h da Jacopo ha Maddalena Orsini, hag a zimezas da Lorenzo il Magnifico. Mamm e oa d'ar pab Leon X.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1468 e voe an dimeziñ, ha d'ar 4 a viz Mezheven 1469 e voe graet an eured. Ar c'hentañ Medici e voe Lorenzo da zimeziñ d'ur plac'h eus an noblañs. Evel-se e voe skoulmet un emglev etre an tiegezhioù Medici hag Orsini a vo an alc'hwez a zigoro an nor da limestra ar gwiskamant kardinal d'o mab Giovanni. O mab Piero a zimezas ivez d'ur plac'h eus an tiegezh Orsini
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nav bugel o devoe. Darn anezho a voe bras o levezon en istor Firenze ha hini Italia an Azginivelezh.
Anv | Ganet er bloavezh | Marvet er bloavezh | Evezhiadenn |
---|---|---|---|
Lucrezia | 1470 | 1553 | Pried da Jacopo Salviati |
Daou c'hevell dizanv | 1471 | 1471 | Marvet nebeudik goude bout ganet |
Piero | 1472 | 1503 | Aotrou e Firenze, pried da Alfonsina Orsini |
Maddalena | 1473 | 1528 | Pried da Franceschetto Cybo |
Giovanni | 1475 | 1521 | Kardinal, ha pab Leon X |
Luisa | 1477 | 1488 | Pried e oa da vezañ da Giovanni il Popolano, mervel a eure en-krennardenn |
Contessina | 1478 | 1515 | Pried da Piero Ridolfi |
Giuliano | 1479 | 1516 | Dug Nemours, pried da Filiberta di Savoia |