Mont d’an endalc’had

Isaac Newton : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: dsb:Isaac Newton
Linenn 49: Linenn 49:
[[da:Isaac Newton]]
[[da:Isaac Newton]]
[[de:Isaac Newton]]
[[de:Isaac Newton]]
[[dsb:Isaac Newton]]
[[dv:އިސާކް ނިއުޓަން]]
[[dv:އިސާކް ނިއުޓަން]]
[[el:Ισαάκ Νεύτων]]
[[el:Ισαάκ Νεύτων]]

Stumm eus an 28 Du 2009 da 02:46

Livadenn eus Izaag Newton gant Godfrey Kneller (1689)

Sir Izaag Newton a oa ur prederour, ur matematikour, ur fizikour hag ur steredoniour Saoz bet ganet d'ar 4 a viz Genver 1643 er c'halander gregorian[1] e maner Woolsthorpe e-kichen Grantham ha marvet d'ar 31 a viz Meurzh 1727 e Kensington. Anavezet eo dreist-holl evit e zamkaniezh eus ar gravitadur krouidigezh, kevezañ gant Leibniz, ar jederezh didermenel. E levr Philosophiœ Naturalis Principa Mathematica a zo lavaret dioutañ ez eo un eus oberennoù pouezusañ e istor ar skiantoù. E-barzh an oberenn-se e vez kavet e zizoloadennoù diwar-benn an nerzh desach, tri lezenn ar fiñvoù hag ar mekanik klasel. Nobled eo bet e 1705 gant ar Rouantelezh.

Buhez

Ganet eo Izaag Newton e 1643 e Woolsthorpe, el Lincolnshire (Bro-Saoz). Peizanted e oa e dud. Mervel a reas e dad tri miz a-raok ma vije deuet Izaag Newton er gouloù hag e vamm a addimezas ... Izaag vihan, a oa 2 vloaz, a voe fiziet en e vamm-gozh, dindan gwardoniezh e eontr. E vugaleaj ne seblant ket bezañ bet gwall eürus. Da 5 bloaz e tarempredas skol kentañ-derez Skillington ha goude hini Stokes.

Teoriennoù Matematikel

E 1687 ez eo bet embannet e oberenn bennañ, "Principes mathématique de la philosophie naturelle". El levr mañ e implij doareoù jediñ hag a zo gourdad ar jediñ vektoriel. War tachenn ar gweled e beurlipas an deleskop dameuzh krouet gant Gregory hag e embannas e 1704 e dreted Optik o tiskouez ez eo ar goulou gwenn ur meskaj a meur a liv zisheñvel. Dedennet eo bet gant an alkemiez hag an doueoniezh.

Patrom:Liamm PuB

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB

  1. Deiziadoù ar 25 a viz Kerzu 1642 hag an 20 a viz Meurzh 1726 a gaver, war e vez e Westminster Abbey peurgetket, evit e c'hanedigezh hag e varv zo jedet hervez ar c'halander julian, met klotañ mat a reont gant ar 4 a viz Genver 1643 hag an 31 a viz Meurzh 1727 eus ar c'halander gregorian na voe degemeret e Breizh-Veur nemet e 1752, gant ar c'hemm e deiziad deroù ar bloaz da-heul a dremenas eus ar 25 a viz Meurzh, d'ar 1añ a viz Genver. (gwelet Michel Toulmonde, "Les dates de Newton" e l'Astronomie, Février 2007).