Jean-Marie Vianney
Jean-Marie Vianney | |
---|---|
Delwenn gant J.-M. Cabuchet (1867) | |
Ganedigezh | 8 a viz Mae 1786 Dardilly (69) |
Marv | 4 a viz Eost 1859 Ars-sur-Formans (01) |
Broadelezh | Bro-C'hall |
Relijion | Iliz katolik roman |
Azeulerezh | Ars-sur-Fromans |
Gwenvidikadur | 1905 e Roma gant Pi X |
Santelezhadur | 1925 e Roma gant Pi XI |
Gouel | 4 a viz Eost |
Paeroniezh | Paeron ar bersoned |
Jean-Marie Vianney (1786–1859), lesanvet « Person Ars » (le Curé d'Ars e galleg) zo ur beleg katolik ha sant gall. Deuet eo e anv-tiegezh, Vianney, da vout un anv-badez gallek. Person e voe en Ars (neuze Ars-en-Dombes, hiriv Ars-sur-Formans) e-pad 41 bloaz.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet d'an 8 a viz Mae 1786 e Dardilly (e-tal Lyon), ha marvet d'ar 4 a viz Eost 1859 en Ars-sur-Formans (Ain). E dud a oa labourerien-douar. Miret e o bet ti e dud e Dardilly, gant arrebeuri e amzer, ha gweladennet e vez.
Pa deuas an Dispac'h gall e touas person Dardilly, Jacques Rey e anv, e 1790, bezañ feal da Urzhiadur nevez ar gloer. E 1791 ec'h embannas ar pab Pi VI bout enep an urzhiadur. Evel ar barrezianiz all ne ra van ebet an tiegezh Vianney a ya da oferenn ar person touer. Koulskoude, goude ur pennad, e klevont anv eus ur beleg all kaset gant an eskob da visioner da Écully, kêriadenn amezek da Dardilly. Gant hennezh eo e ray Jean-Marie, da drizek vloaz, e bask kentañ e 1799[1].
Soudard e voe, ha tec'hel a reas evit chom hep ober brezel e Spagn.
Pa voe person e komzas taer a-enep an dañsoù ha diwar-benn e stourm ouzh an diaoul. Brudet e oa evel kofesaer (kofesaat a rae e-pad dek eurvezh bemdez, a veze kontet) ken e klañvas e 1843.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul levr brezhoneg zo bet savet diwar e benn : Kenteliou Aotrou Persoun Ars.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ René Fourrey, Le Curé d'ars authentique, L'Échelle de Jacob, 2009, pp.26 ha 28.