Mont d’an endalc’had

Llanbedr Pont Steffan

Eus Wikipedia
Stumm eus an 19 Gen 2024 da 22:18 gant 156.215.70.225 (kaozeal)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Llanbedr Pont Steffan (Llambed e kembraeg komzet ha Lannbêr Pont Stefan e brezhoneg), Lampeter e saozneg) zo ur gêr hag ur gumuniezh eus Ceredigion, e Kembre. Emañ e kember ar stêr Teifi hag ar stêr Dulas.

E 2011 e save poblañs Llanbedr da 2 970 den, ha 1 346 anezho a oa kembraegerien (46,9%). Daoust ma n'eo ket bras ar gêr, ez eus ur skol-veur enni, an hini vihanañ e Kembre hag e Breizh-Veur. Er skol-veur ez eus war-dro 1000 studier, da laka poblañs kêr da greskiñ un tamm mat. E skol-veur Llanbedr e vez aozet bep hañv ur staj hir da zeskiñ kembraeg.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]