Mont d’an endalc’had

Marie von Hessen-Darmstadt

Eus Wikipedia
Stumm eus an 30 Ebr 2022 da 13:08 gant 2a01:cb08:8bb7:f100:8996:16b2:d5c7:380d (kaozeal) (Lennadurezh)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Marie von Hessen-Darmstadt pa oa tsarez, e 1857, gant Franz Xaver Winterhalter.
Marie Hessen-Darmstadt.
SMI An impalaerez Maria Alexandrovna.

Marie Hessen-Darmstadt , en alamaneg Marie von Hessen-Darmstadt (1824-1880), pe Mariya Aleksandrovna ( en ruseg : Мари́я Алекса́ндровна), zo ur briñsez alaman hag a voe impalaerez Rusia.

Merc'h yaouankañ an dug-meur Ludwig II von Hessen-Darmstadt ha Wilhelmine Luise von Baden e oa. Ur voereb dezhi, Luise Augusta von Baden (+1826) a oa pried an tsar Aleksandr Iañ.

Diskred zo diwar-benn anv he zad gwirion. Hervez tud zo e vije bet un darempred etre he mamm, an dugez-veur Wilhelmine Luise von Baden, hag ar baron Grancy.


Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1841 e timezas d'an tsarevitch Alesant Nikolaevitch Rusia, a vo anvet da dsar, hag a reno evel Alesant II Rusia. Eizh bugel he doe:

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]