Mont d’an endalc’had

Samzun, haroz Israel

Eus Wikipedia
Stumm eus an 10 Gwe 2012 da 14:03 gant AvocatoBot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ta:சிம்சோன்)
Samzun, livet gant Guido Reni
Samson and Delilah, gant Francesco Morone
Samzun ha Delilah, gant Anthony van Dyck (1599-1641)
Dalila gant blev Samzun, gant Rembrandt.
Dallerien Samzun, gant Rembrandt.
Samzun prizoniet, livet gant Annibale Carracci

Samzun, pe Samson, pe Shimshon hervez an hebreeg ( שמשון, Šimšon pe Šimšôn, da lavarout eo " eus an heol " pe Shamshoun شمشون hervez an arabeg, a oa trede barner Israel hervez ar Bibl. Kontet eo e vuhez e Levr ar Varnerien (13.1 - 16.31), meneget eo en Tanakh hag en Talmud. Kreñv e oa evel dek marc'h. Hervez ar vojenn e teue e nerzh eus e bennad blev hir. Stourm a reas ouzh ar Filistined. Orgediñ a reas ouzh Dalila.

Ar vojenn

En amzer-se e oa bet sujet darn eus meuriadoù Israel gant ar Filistined. E meuriad Dan e oa ganet Samzun.

E c'hanedigezh

Gaonac'h e oa gwreg Manoah, a oa o chom e kêr Zorah. Digant un ael kaset gant Doue avat e klevas he dije ur mab hag a zieubje Israel diouzh gwask ar Filistined. Gouestlet e vije ar bugel kerkent ha ganet evel « Nazir». Hervez reol an nazir ne vo ket troc'het e vlev biken ha n'evo ket boeson gwech ebet. Hag an ael da zont adarre da lavarout d'an daou bried e ranko ar bugel heuliañ reol an nazir. Hag eñ kuit e-kreiz ar flammennoù hag int da anavezout e oa un ael a-berzh Doue. Ha setu ganet Samzun.

Bec'h gant ar Filistined

E deroù ar pennad 14 eus Levr ar Varnerien e c'houlenn Samzun digant e dud an aotre da gemer gwreg e-touez ar Filistinezed yaouank. Hag int dezhañ: « Ha n'eus ket merc'hed a-walc'h e-touez hon fobl ma rankezmont da glask e-touez ar Filistined didrodroc'h? » Met ar plac'h a blij da Samzun, hag eñ gant e dud da vont da c'houlenn anezhi. War an hent e lazh ul leon gant e zaouarn. Pa zeu en-dro da zimeziñ e wel gwenan oc'h ober o mel e korf al loen.

Da zeiz an eured, awenet gant gweledigezh an tarvhed e korf al leon, e lak 30 gwiskamant e klaoustre evit an 30 kouviad: daoust ha kavout a c'hallont e zivinadenn: « Eus an hini a zebr e teu pezh a zebrer hageus an hini kreñv e teu an hini dous. » Hag ar gouviidi da zerc'hel war ar plac'h nevez evit ma sacho ar respont digantañ, dezhi d'e ziskuliañ dezho hep gouzout d'he fried. A-benn seizh devezh o terriñ penn he gwaz e klev ar respont hag e hast buan mont d'e lavarout d'an 30 kouviad. Hag an 30 kouviad neuze da reiñ ar respont reizh hervez a oa bet lavaret dezho gant ar wreg nevez: « Petra dousoc'h eget ar mel ha kreñvoc'h eget al leon ? »

Savet urc'horfad droug e Samzun, ma lazh 30 den eus Ashkelon evit o diwiskañ, ha mont a ra en-dro d'ar gêr dachom gant tadig ha mammig. Goude ur pennad eteu en-dro da gerc'hat e wreg, chometwar e lerc'h, met roet eo bet d'ur gwaz all. Ha droug ennañ adarre, ma c'hwezh an tan e parkadoù ar Filistined. Hag ar re-se da zeviñ ar wreg yaouank. Ha Samzun da bilat anezho.

Neuze e kas ar Filistined 1000 soudard da gerc'hat Samzun.


Arz

Meur a livadur zo diwar-benn istor Samzun ha Delilah.

Samzun hag al leon

Samzun ha Dalila

En ilizoù