Timbr
Dindan ar ger « timbr » e vez anavezet un tamm paper (peurvuiañ) embannet gant un aotrouniezh foran bennak (ur Stad, un arme, ur c’huzul bennak) ha prenet gant ar bratikoù evit paeañ un taos pe ur servij foran.
An diforc’h a c’heller ober etre :
An timbroù-post : implijet evit kas ul lizherenn, ur gartenn-post, ur pakad pe ur gazetenn d’ul lec’h d’egile, dre hanterouriezh servij publik ar Postoù. An timbroù-post zo peget ouzh ur golo-lizher gant ar c’hasour evit paeañ ar servij. Priziet eo ar gasadenn gant an aotrouniezh kiriek bep an amzer, hervez pouezh al lizherenn, ar vro da gas al lizherenn di, priz ar vuhez d’ar prantad hag ezhommoù kellidel an aotrouniezh a-wechoù.
An timbroù kemedel : evit paeañ servijoù melestradurel a bep seurt evel an aotre-bleniañ pe an tremen- hent, e rank an dud prenañ an timbroù-se a vo peget ouzh ur baperenn ofisiel. Pa z’ eus kaoz eus paeañ taosoù e c’heller sentiñ ouzh diviz ar justis dre brenañ timbroù-kemedel ivez.
Pa lavarer « Timbr » er vuhez bemdez ez eus kaoz eus timbroù-post bremañ.
An dimbrouriezh a vez graet eus an diduamant a gas an dud da zastum timbroù, mirout hag urzhiañ anezho hervez ar vro pe an danvez en albomoù, ober eskemmoù gant tud all...
Gwelout : Istor an timbroù
Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB