Diazezadenn an delwenn a zo merket dre ar groaz e-kreiz ar c'hamp.Impalaer : Domisian (Titus Flavius Domitianus), adalek ar 14 Gwengolo 81. (>18.09.96)
Koñsuled : Imp. Domitianus XI, e unan.
BreizH (-Veur) : Goude trec'h Agricola war ar Galedonianed hag evit merkañ fin alouberezh Enez Vreizh, dre fougasiñ, Domisian a lak da sevel ur mell delwenn anezhañ er kamp Rutupia / Richborough, graet e maen-marbr eus Italia. Dre zisfiz, Agricola a zo kaset gouarnour bro Siria. Sallustus Lucullus, a zo laket gouarnour Breizh en e blas.