Ad hominem
Iskevrennad eus | genetic fallacy |
---|---|
Den heverk | Aristoteles, Sextus Empiricus, Galileo Galilei, John Locke, Richard Whately |
Ad hominem zo ur bomm-lavar latin a dalv war-du an den.
Kavet e vez dreist-holl evel anv-gwan, pa vez komzet eus argumentum ad hominem, pe tagadennoù ad hominem, da lavarout eo taolioù a zo mennet da ziskar un den.
Frammadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un arguzenn ad hominem (arguzenn falset eta) a vez frammet evel-hen:
- A a lavar B.
- Lavarout a ran un dra bennak a-enep da A.
- Diwar-se, B n'eo ket gwir.
Diheñchañ ar gaoz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez diwar-benn komzoù tud zo, en ur gaozeadenn, a respont d'un arguzenner o klask diskar an den e-lec'h diskar e arguzenn. Evit se e klaskont treiñ ar gaoz war-zu personelezh an arguzenner, e-lec'h enebiñ ouzh e arguzennoù gant arguzennoù kontrol.
Peuliesañ e weler aze tech an dud ha n'o deus arguzenn ebet en ur gaozeadenn, pe a sant eo gwan o arguzennoù, ha ne fell ket dezho anavezout kement-se dirak an holl. Neuze e kavont gwelloc'h klask diheñchañ ar gaoz, ha skeiñ war un den, o tamall dezhañ traoù a bep seurt, gwir pe diwir, o soñjal e vo diskaret arguzennoù o eneber ma vez diskaret e vrud gante.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Patrick Hurley, A Concise Introduction to Logic, Seventh Edition, Wadsworth, 2000
- Copi, Irving M. and Cohen, Carl. Introduction to Logic (8th Ed.), p. 97-100.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nizkor.org: Fallacy: Ad Hominem.
- Nizkor.org: Fallacy: Circumstantial Ad Hominem.
- Argumentum Ad Hominem
- University of Winnipeg: Argumentation Schemes and Historical Origins of the Circumstantial Ad Hominen Argument]
- About.com: Argument Against the Person (Argumentum ad hominem)
- (en) Ad Hominem
- Infidels.org: Logic and Fallacies: Sevel un arguzenn boellek (Argumentum ad Hominem)