Adelaid Savoia (1052-1079)
Neuz
Adelaid Savoia (1052-1079), a oa merc'h da Oton Iañ Savoia (war-dro 1023-1060) ha d'e bried Adelaid de Suse (1016-1091).
C'hoar e oa da
- Pêr Iañ Savoia : 4vet kont Savoia (1048-1078).
- Amédée II Savoia : 5vet kont Savoia (1050-1094).
- Othon pe Odon, eskob Asti marvet war-dro 1088)
- Bertha Torino (1051-1087) (pe Bertha Savoia, Bertha de Maurine) (1051-1087) a zimezas e 1066 da Herri Frankonia, a vo dilennet da impalaer santel e 1084.
Dimeziñ a reas
- da Guigues IV d'Albon
- da Rodolphe de Rheinfeld-Souabe, dug Swabia, en 1067. Intañv e oa-eñ abaoe 1060, war-lerc'h marv e wreg Matilda Frankonia (1044-1060), hag a oa c'hoar da Herri IV, ha marvet divugel.
Eus 1077 da 1080 e voe sikouret an dug Rodolf gant ar pab Gregor VII da c'houlenn kurunenn an impalaeriezh a-enep e vreur-kaer Herri IV, a oa dimezet d'e c'hoar Bertha Torino.