Mont d’an endalc’had

Alfonso IX León

Eus Wikipedia
Alfonso IX León


Alfonso de Borgoña, pe Alfonso IX (Zamora, 1171 - Sarria, 1230) a voe roue León ha roue Galiza (Rex Legionis et Gallecie) adal Genver 1188 betek e varv.

Mab e oa da Fernando II León ha da Urraca Portugal. Bec'h en doe gant e lezvamm Urraca López de Haro a felle dezhi lakaat he mab Sancho da roue, ha goude gant e genderv Alfonso VIII, roue Kastilha. Se zo kaoz ne gemeras ket perzh en Emgann Las Navas de Tolosa, met adc'honit a reas kêrioù Cáceres, Mérida ha Badajoz, ha lodenn gornôk Extremadura.

Abalamour d'e gasoni ouzh Kastilha e legadas e rouantelezh d'e verc'hed Sancha León ha Dulce León, en devoa bet gant e bried kentañ Tereza Portugal, e-lec'h d'e vab, en devoa bet gant e eil pried Berenguela Kastilha, hag a oa bet roet dezhañ kurunenn Kastilha .

Ur marc'had a voe graet neuze etre mamm Fernando, Berenguela Kastilha, ha Tereza Portugal, evit eskemm gwirioù Sancha ha Dulce, a lezjent gant Fernando, tra ma vije roet leveoù mat dezho, rak gourdrouz aloubiñ León a rae Fernando ma ne blegent ket dezhañ. Ha setu penaos e kemeras kurunenn e dad hag e voe unanet an div rouantelezh, unaniezh graet gant peoc'h Benavente.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas.

Torret e voe an eured gant ar pab abalamour d'ar genwadelezh, ma tistroas Teresa da Bortugal gant he merc'hed.

E 1198 ec'h addimezas Alfonso d'e geniterv Berenguela Kastilha, hag ur mab o doe, an infant Fernando. Torret e voe an eured ivez, ha kuit ez eas Berenguela d'he bro gant he mab; eno e teuas a-benn d'e lakaat da roue Kastilha pa varvas Enrique Iañ en 1217.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Alfonso IX León eo e vab, Fernando III Kastilha ar Sant, hag eñ roue Kastilha, a gemeras kurunenn rouantelezh León, petra bennak ma oa bet dishêret gant e dad. Diwar neuze e voe unanet rouantelezhioù Kastilha ha León dindan ar memes kurunenn.


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]