Mont d’an endalc’had

Alfred Wegener

Eus Wikipedia

Alfred Lothar Wegener, a zo bet ganet d'ar 1añ a viz Du 1880 e Berlin (Alamagn) ha marvet d'an 2 a viz Du 1930 e Greunland, a oa anezhañ ur meteorologour hag ur skiantour liesdanvez alaman deuet da vezañ brudet abalamour d'e dezenn war dilec'hiadur ar c'hevandiroù.

Er penn-kentañ, e reas Wegener studioù war ar steredoniezh betek bezañ doktorelaet war se (Ph.D., Skol-veur Berlin, 1904). Dedennet e voe buan avat gant ar veteorologiezh, -- dimeziñ a reas gant merc'h ar meteorologour ha hinoniour brudet Wladimir Köppen, — hag ivez dre ma oa ur mestr blenier pellennoù-aer. Implijout a reas seurt pellennoù-aer da heuilh redoù tolzadoù aer ivez. Diwar e gelennadurezh e savas ul levr skol, "Termodinamïezh (gwreznerzhonïezh) an atmosferenn". Meur a wech ez eas Wegener da c'hGreunland kement ha studïañ redoù aer ar pennahel, pa oa reuz c'hoazh en amzer-se diwar-benn bezañs pe get ar jet-stream, pe red-jet. "Un emdroadur sokial a zo d'ar Skiant. Fiñval a ra an traoù war ur pred-amzer hiroc'h eget hini buhez un den. Ma teuan da vervel, e vezo unan all da gemer ma lec'h. Ma varvit-c'hwi, e vezo unan all da gemer ho lec'h. Ar pezh a gont eo e vefe graet ar pezh a zo d'ober.", emezañ un tammig a-raok e varv d'an oad a hanter-kant vloaz. E-kreiz klask prouennoù e oa e pennahel an hanternoz war dilec'hiadur ar c'hevandiroù pa varvas gant ar riv.

Chaseer arzhed e Greunland, 1904

Alfred Wegener hag "Orin ar C'hevandiroù hag ar Morioù"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1906 ez ae ur skiantour yaouank, Alfred Wegener e anv, war-du Greunland gant ar soñj sevel an hevelep muzulioù meteorologel hag en doa graet ar bloavezh a-raok. Trubuilhet e voe gant e vuzuliadennoù kentañ, koulskoude e reas meur a wech an hevelep re betek anzavout e oant mat daoust dezho bezañ souezhus-bras. Seblantout a rae dezhañ e oa aet Greunland davet ar c'hornôg abaoe e vuzuliadennoù diwezhañ ! Daoust dezhañ bezañ meteorologour, ha n’eo ket geologour, e skrivas ur pennad-skrid ennañ e sonjoù diwar-benn ar fiñv-mañ ha diwar-benn ganidigezh ar c'hevandiroù a-vremañ. Penaos e c’hellfe bezañ bet dispartiet un dorosennad vras-divent e meur a damm dre o fiñv ha krouet ar c'hevandiroù a-vremañ ha penaos e kendalc'hfent, hiziv an deiz c'hoazh, d'en em zilerc'hiañ e-giz radelloù war-c'horre an dour.

Tresadennoù tennet eus De Wegener Kontinente

Ne oa ket chomet pell ar vartezeadenn kuzh a-raok ma krogas pennoù-bras geologiezh an amzer-se da fuloriñ dirak skridoù ha komzoù "foll ha dichek" ar meteorologour yaouank. D'ar 6 a viz Genver 1912 e klaskas dibunañ e soñjoù dirak Emvod-meur Unvaniezh C'heologel Alamagn pa zirollas ar skiantourien-se da zroukc'hoarzhin war e benn : "Penaos 'ta ! Un den yaouank ha n'eus ket ur geologour anezhañ ouzhpenn, a c'hellfe krediñ dont da gontañ deomp e fîñvfe ar c'hevandiroù, ken pounner ma 'z int ha pa vefe zoken war hir amzer."

Padal, ne oa ket nevez-flamm ar mennozh-mañ ha ne oa ket A. Wegener an hini kentañ da vezañ bet chomet sebezet gant evezhiadennoù 'zo. E-fin ar XVIIvet kantved, e verzas ar baleer-bro ha naturour A. von Humbolt pegen kenglotus e seblante aodoù kevandir Amerika ar Su ha reoù kevandir Afrika bezañ. E-kerzh ar XVIvet kantved e skrivas ur saver kartennoù, Sir Francis Bacon, e voe Meurvor Atlantel e-giz ur stêr e-foñs un draonienn o tispartiañ div lodenn damheñvel en o stumm hag e natur o reier an eil diouzh eben : Menezioù Brazil ha Menezioù Kongo.

Kevandiroù Wegener

War-lerc'h an evezhiadennoù-se ez eus bet kavet fosiloù an hevelep boudoù-bev (seurtoù raden 'zo hag ur glazard meur, mezosaorus, e lec'hioù hag a zo pell-pell an eil re diouzh ar re all (Aostralia, Indez...). Prouennoù all a zo bet kavet evel oad ar vein e strad ar morioù, o prouiñ emañ ar vein koshañ e-tal ar c'hevandiroù hag ar re yaouankañ e-kreiz ar mor a bep tu d'ar geinenn veurvorel. Prouennoù all liammet gant magnetegezh ar vein a zo bet kavet ivez.

Daoust ma voe gloazet e-kerzh ar C'hentañ Brezel Bed e skrivas Wegener e levr "Die Entstehung der Kontinente und Ozeane" (Deroù ar c'hevandiroù hag ar meurvorioù) met en ur zegas arguzennoù nevez : 300 milion a vloavezhioù 'zo e oa skornet kevandir Amerika ar Su, Indez, Aostralia par da gevandir Antarktika a-vremañ. Tro-dro d'ar c'heheder edo kevandir Amerika an Norzh, hini Eurazia. En ur ziazezañ e deorienn war grouidigezh ha finvoù an torosennadoù-se e klaskas displegañ mont en-dro ar Voull-Zouar. Met siwazh dezhañ, e oa e fazi bezañ bet chomet hep kavout displegadenn ebet e-kenver mont en-dro ar fîñvoù-se. En desped d'e enklaskoù e oa bet nac'het degemer e soñjoù ur wech c'hoazh.

30 vloaz war-lerc'h e voe ur mell-dispac'h e Skiantoù an Douar da heul e gelennadurioù, kement ha ken bihan ma'z eo deuet an holl levrioù geologiezh a glaskfe displegañ mont en-dro ar Voull-Zouar hepto da vezañ didalvoud ha digoulzet. Meur a wech en istor ar skiantoù ez eus bet c'hoarvezet seurt darvoudoù : un den o tont da eilpennañ tezennoù kozh ha da ziskar kredennoù kaer ha taer gant e evezhiadennoù hag e soñjoù arnevez. Ha bewech ez eus bet dirazañ kredennoù dibleg ha skiantourien c'hoapaus.

Douget e vez bri dezhañ e Bro-Alamagn, e Bremerhaven, e-lec'h ma 'z eo bet savet e 1980 Ensavadur Alfred Wegener war an Enklaskerezh Pennahelel ha Morel.

Anvet ez eus bet ivez div graterenn-stok, unan war Veurzh hag eben war al Loar, koulz hag un asteroidenn anvet 29227 Wegener war e lerc'h.

  • Thermodynamik der Atmosphäre, 1911 und 1924
  • Die Entstehung der Kontinente und Ozeane, 1. Aufl. 1915, in weiteren erweiterten Auflagen bis zur 4. Aufl. 1929.
  • Wind- und Wasserhosen in Europa, 1917. (Niveradennet war anv [1])
  • Das detonierende Meteor vom 3. April 1916, 3 1/2 Uhr nachmittags in Kurhessen, 1917 und 1918
  • Der Farbenwechsel grosser Meteore, 1918
  • Durch die weiße Wüste, 1919
  • Theorie der Haupthalos, 1926
  • Versuche zur Aufsturztheorie der Mondkrater, 1920
  • Die Entstehung der Mondkrater, 1921
  • Pilotballonaufstiege auf einer Fahrt nach Mexiko März bis Juni 1922
  • Vertraulicher Bericht über die Grönland-Expedition 1929
  • Vorlesungen über Physik der Atmosphäre, 1935
  • Mit Motorboot und Schlitten in Grönland, 1935


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]