Amzerioù (merc'hed)
An amzerioù pe mizioù eo ar skarzhadeg reoliek a wad ha danvezioù-korf a c'hoarvez gant ar merc'hed pa vez distrujet an neizh, savet en uterus bep miz kenkaz e vije speret, ma n'eo ket hiliet. Skarzhet eo ar gwad dre ar forzh.
C'hoarvezout a ra an amzerioù evit ar wezh kentañ tro-dro da 12-15 vloaz met abretoc'h e c'hell bezañ. Eus an amzerioù kentañ e reer menarche. Paouez a ra an amzerioù etre 40 ha 60 vloaz ( paouez-mizioù).
C'hoarvezout a ra peurvuiañ bep 28 deiz (etre 21 ha 35 deiz) ; seul yaouankoc'h ma vezer, seul verroc'h e vez ar prantad-se.
Paouez a ra an amzerioù ivez pa vezer dougerez. Goude ar gwilioud e vez c'hwec'h sizhun "amzeriou-goude-genel" : da-zigentan e vez ruz ar gwad, goude e vez roz, ha goude e vez gwenn.
Kalzig eus ar merc'hed a sant azonoù bras pe vrasoc'h, betek santout poan vras a-wezhioù (8% eus ar merc'hed).