Andrew Jackson
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Andrew Jackson |
Anv-bihan | Andrew |
Anv-familh | Jackson |
Moranv | Old Hickory |
Deiziad ganedigezh | 15 Meu 1767 |
Lec'h ganedigezh | Waxhaws |
Deiziad ar marv | 8 Mez 1845 |
Lec'h ar marv | The Hermitage |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | heart failure |
Lec'h douaridigezh | The Hermitage |
Tad | Andrew Jackson |
Mamm | Elizabeth Hutchinson |
Pried | Rachel Jackson, Rachel Jackson |
Bugel | Andrew Jackson Jr., Lyncoya Jackson |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | barner, alvokad, politiker, ofiser, statesperson |
Lec'h labour | Washington D.C. |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1828 United States presidential election, 1824 United States presidential election, 1832 United States presidential election |
Statud sokial | slave owner |
Relijion | Presbyterianism |
Kleñved | torzhellegezh |
Grad milourel | jeneral |
Brezel | War of 1812 |
Skour lu | United States Army |
Ezel eus | American Antiquarian Society |
Darvoud-alc'hwez | posthumous birth |
Prizioù resevet | Congressional Gold Medal |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Andrew Jackson a zo bet seizhvet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika etre 1829 ha 1837.
Ganet e voe e 1767 e Waxhaw, e South Carolina. E 1796 e voe dilennet da ezel e Kendalc'h ar Stadoù Unanet. Met en arme eo e teuas brud dezhañ, evel jeneral : trec'h e voe an arme stadunanat, renet gantañ, war hini Breizh-Veur en Emgann Orleañs Nevez e 1812 ; e 1817 e voe aloubet Florida gant e soudarded ha skarzhet ar Spagnoled alese ; hag er bloavezhioù 1820 ha 1830 e reas brezel ouzh an Amerindianed evit skarzhañ anezho eus douaroù reter ar Stadoù Unanet ha kas anezho en tu all d'ar Mississippi. Meur a zek mil Indian a voe lazhet e-pad ar brezelioù-se, en emgannoù pe e kampoù-bac'h ha meur a zek mil all a voe skarzhet eus o douaroù da vont da Oklahoma ha da lezel plas d'ar re wenn. "Kontell Lemm" e voe lesanvet Jackson gant an Indianed, en abeg d'e grizder. Hiziv an deiz c'hoazh ez eus Amerindianed a nac'h implij ar bilhedoù 20 dollar, abalamour ma weler penn Andrew Jackson warno.
Eus 1821 da 1823 e oa gouarnour Florida hag e 1823 e voe dilennet da senedour. Dilennet e voe da brezidant ar Stadoù Unanet e dibenn 1828, hag an Demokrat kentañ e voe o vezañ anvet da brezidant.
Mervel a reas e 1845 e Nashville, e Tennessee, d'an oad a 78 vloaz.
| |||||||
1789 : G. Washington |
1845 : J. K. Polk |
1881 : C.A. Arthur |
|||||
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet Amerika • Ti Gwenn) |