Anna Politkovskaya
Anna Stepanovna Politkovskaya (Анна Степановна Политковская) a oa bet ganet d'an 30 Eost 1958 e New York hag a oa bet drouklazhet d'ar 7 Here 2006 e Moskov e-barzh hall ar savadur ma oa o chom.
Ur gazetennerez eus Rusia e oa ha brudet eo bet abalamour d' he fennadoù diwar-benn brezel Tchetchenia hag he frankiz e-keñver galloud Vladimir Putin. Abaoe miz Mezheven 1999 e skrive er gazetenn Novaya Gazeta.
Da-heul he marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Argerzh ar justis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An enklask war muntr ar gazetennerez a zo echuet e miz Mezheven 2008 pa voe lakaet dindan ensell pevar den diskred warno, tri outo a orin eus Tchetchenia hag un ofiser eus ar FSB. N'eus bet adkavet oberer ebet ha n'eus bet kondaonet hini ebet. An oberer pennañ argredet a zo tec'het, an trede breur Makhmoudov e vefe[1] D'an 19 a viz C'hwevrer 2009 eo bet akuitet ar breudeur (Djabrail hag Ibragim) Makhmoudov ha Sergey Khadjikourbanov[2]. E fin miz Mezheven 2009 e oa nullet an akuitadur gant al Lez-veur. Ur prosez nevez a oa digoret d'ar 5 a viz Eost 2009. Kenderc'hel a ra familh Anna Politkovskaya hag he c'henlabourerien da lavaret ne zegaso netra ur prosez all ma ne vez ket adc'hraet an enklask.
Kanaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet he deus Nolwenn Korbell ar ganaouenn Anna evit dougen bri d'ar gazetennerez drouklazhet. Embannet e oa bet e 2007 en hec'h albom Red (eilet gant ar gitarour Soaig Siberil) hag e 2010 en albom Noazh.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e galleg :
- Hommage à Anna Politkovskaïa, embanner : Buchet Chastel (collection "Au fait"), 2007
- Douloureuse Russie : journal d'une femme en colère, Anna Politkovskaïa, embanner : Buchet Chastel, 2006
- Tchétchénie, le déshonneur russe, Anna Politkovskaia, embanner : Buchet-Chastel, 2003
- Voyage en enfer, Anna Politkovskaia, embanner : Robert Laffont, 2000
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Le Monde, embannadur an 20 a viz Mezheven 2008, Le parquet russe clôt l'enquête sur le meurtre d'Anna Politovskaïa
- ↑ (fr) Ar barner e karg eus an afer a c'houlenn e vefe adkroget gant an enklask. Tribune de Genève, 20 a viz C'hwevrer 2009.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- www.Politkovskaya.org, e koun Anna Politkovskaya