Annepona mariae
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Annepona | ||
Anv skiantel | |||
Annepona mariae (Schilder, 1927) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Annepona mariae a zo ar spesad nemetañ eus genad Annepona e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h an hini eo hag e touesk ar re vrasañ.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Schilder e 1927 dindan an anv genad Pustularia[2].
Dont a ra an anv mariae eus Dr. Maria Schilder-Hertrich kimiekerez alamanadez ha gwreg F.A. Schilder an diskriver.
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Annepona mariae o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea mariae hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Pustularia mariae anv aet da get er genad ma z'eo bet diskrivet.
- Cypraea annulata anv aet da get.
- Cypraea mantellum anv aet da get.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin bihan ha brav eo an Annepona mariae. Kavet e vezont etre live an izel mor ha 45 m donder e frailhoù korailh ha mougevioù.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 ha 16 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 9 mm gour, pe ramz, betek 21 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Ne seblant ket bezañ kavet er mor ruz nag e kornog Aostralia, nag er c'horn Afrika. Ar broioù ma vez kavet anezhañ a zo inizi meurvor Habask, Mauritius, Tanzania, inizi Maldiv ha Reunion.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 04 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=529727(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)