Mont d’an endalc’had

Banniel Armenia

Eus Wikipedia
Banniel Armenia
Banniel Armenia
Kenfeurioù 1:2
Kod bannielouriezh

Banniel evit pep degouezh

Anv (pe lesanv) Եռագույն (Yeřaguyn) (“Triliv”)
Degemeret e 1918; d'ar 24 a viz Eost 1990
Treser Stepan Malkhasyants
Livioù
  • ██ ruz P485C
  • ██ glas P286C
  • ██ orañjez P1235C
  • Banniel Armenia zo ur banniel triliv gant teir bandenn a-led: ruz, glas hag orañjez (“abrikez” a vez lavaret alies gant an Armenianed). Anvet eo an “Triliv Armenian” (Եռագույն, Yeřaguyn). Degemeret e oa bet da vanniel ofisiel e 1990 ha termenet gant al lezenn e 2006. Krouet e oa bet ar banniel e 1918 avat ha banniel ofisiel Republik Demokratel Armenia e oa bet e-pad daou vloavezh pa oa deuet ar vro da vezañ dizalc'h. E 1920 e voe staliet RSS Armenia gant ar Volcheviked ha berzet ar banniel. Adsavet e oa bet e 1990 ha degemeret gant ar Republik nevez-dizalc'h.

    Hervez testenn bonreizh Armenia (mellad 2), sed amañ ster ar banniel:

    • ar ruz a arouez uhelgompezenn Armenia, stourm dizehan an Armenianed evit ar vuhez, dalc'h ar feiz kristen, an dizalc'hiezh hag ar frankiz;
    • ar glaz a arouez youl an Armenianed da vevañ dindan bolz un oabl sioul ha hinon;
    • an orañjez a arouez ijin sevel ha nerzh labourat an Armenianed.

    Talvoudegezhioù simploc'h a zo anavezetoc'h. Ar ruz eo ar gwad skuilhet evit difenn ar vro; ar glaz eo an oabl; an orañjez, pinvidigezh douar ar vro. Lavaret e vez ivez eo ar banniel arouez ar wareg-ar-glav gwelet gant Noe pa daolas troad war Menez-Ararat.

    Bannieloù all

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.